Ti-kêr Karaez
Dielloù keleier

Dielloù deiziataer

Ti-kêr Karaez

BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33

Plr 02 98 99 15 92

 

     
 
< > Keleier
   
 
     
 

Reolennoù priz ti-kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg

 

Reolennoù priz danevelloù Ti-Kêr Karaez

1 –      Digor eo ar genstrivadeg d’an holl dud n’eus forzh e pelech e vefent o chom er bed.


2 –      Ar skridoù a rank bezañ e brezhoneg peurunvan, skritur dibabet gant Diwan.


3 –      Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion. An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un ti-embann.


4 -     Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver.


5 -       Skriverezet e vo ar skrid.


6 -       Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d’ar muiañ hep kontañ an esaouennoù.


7 -       Tem : dieub ha digor d’ar seizh avel.


8 -        Termen : rankout a ra ar skridoù bezañ bet kaset dre ar post a-benn ar 15 a viz Mezheven 2010 da ziwezhatañ.
Chomlec’h :
Ao. maer Karaez, Priz Danevelloù
Ti-kêr
BP 258
29 837 Karaez-Plougêr Cedex

9 -       N’hell ket izili ar juri kemer perzh er genskivadeg.


10 -      1500 Euro a vo roet d’an hini a yelo ar maout gantañ. Bez e c’hell ar juri chom hep reiñ ar priz ha/pe reiñ ur priz kalonekaat.

11 -      Roet e vo ar priz da-geñver Gouel al levrioù e Breizh e Karaez.. Bez e ranko al loread(ez) bezañ e Karaez da resev ar priz.


12 -      Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an aozer.


13 -       Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d’ar reolennoù ha da zivizoù ar juri.

 
 
 
 
 
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel