|
|
|
|
| |
Reolennoù priz ti-kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg
|
|
|
|
|
|
| |
Ospital Karaez : tud ar vro war-sav atav
|
|
Karaeziz, an dilennidi, an dud a ra war-dro ar re glañv ha, dre vras, an dud eus Kreiz-Breizh, o deus divizet ren ur stourm hir evit saveteiñ an ti-gwilioudiñ hag ar servij surjianerezh a ginniger serriñ en ospital Karaez. Da-geñver manifestadeg an 29 a viz Meurzh e oa en em strollet tost 10 000 a dud e Karaez, da c'houlenn groñs e vefe adwelet diviz an Ajañs-Rannvro evit an Ospitalioù (ARO). Kenderc'hel a ra ar stourm.
|
|
|
|
|
|
| |
 |
War-sav ! |
 |
|
Evit ma vo dalc'het da zegemer ar vugale daou vloaz en hor skolioù !
|
|
Ra savo e viz an hini zo bet er skol adalek e zaou vloaz ! Ma vefe graet kement-se, e Breizh, e vefe ur mor a vizied savet.
|
|
|
|
|
|
| |
 |
eus an 15 d'an 21 a viz Here |
 |
|
Sizhunvezh an dud oadet
|
|
Eus an ar 15 d'an 21 a viz Here, er bloaz-mañ, e vo aozet sizhunvezh an dud oadet. Kevelerien a-leizh zo war an dachenn, ur wech ouzhpenn, evit ma vo ar sizhunvezh-se ur gwir brantad gouestlet d'an dud kozh e lec'hioù niverus eus Karaez.
|
|
|
|
|
|
| |
 |
Nevezenti 2007 |
 |
|
Digoust eo tachenn-gampiñ Karaez evit ar re dindan 29 bloaz !
|
|
Nevez : pelloc'h eo digoust tachenn-gampiñ Traoñienn ar Stêr-Iêr, div steredenn ganti, evit ar re zo dindan 29 bloaz, e-pad tri devezh (div nozvezh).
En un draoñienn emañ tachenn-gampiñ Karaez, tost d'ar gêr, d'ur greizenn varc'hegezh, d'ur golf, d'ur park avantur ha d'ar stêr goant Iêr. Ul lec'h klet eo, gant servijoù a-leizh (bar, ispiserezh, mekanik da gannañ, mekanik da sec'hañ…).
|
|
|
|
|
|
| |
 |
Ur film brav evit Kêr Karaez |
 |
|
Kêr Garaez a ginnig : " Bevañ e Karaez-Plougêr "
|
|
Kêr Garaez he deus goulennet digant ar sevenerez Anne Jochum (he deus sevenet peurgetket ar film berr Identité révèle-toi evit ar gevredigezh Galipette) sevel ur film diwar-benn ar vuhez sevenadurel, kevredigezhel, sokial, armerzhel (…) e Karaez-Plougêr. Evel just ha rezon eo bet lakaet " Bevañ e Karaez-Plougêr ".
|
|
|
|
|
|
| |
 |
Eus an 20 d'ar 24 a viz Eost 2007, 16vet dalc'h ar redadeg vojennek war varc'h-houarn |
 |
|
Karaez : kêr-gontroll er Pariz-Brest-Pariz
|
|
D'an 20 a viz Eost e vo ouzhpenn 4000 marc'hhouarner o loc'hañ eus Saint-Quentin-en- Yvelines, da-geñver 16vet dalc'h ar Pariz-Brest-Pariz mojennek. Un abadenn sport eus ar c'hentañ, tro-gaer dreist ar valeerien, a amprou korf ha spered ar re a gemer perzh enni
|
|
|
|
|
|
| |
 |
Daou zevezh fest digoust ! |
 |
|
D'an 13 ha d'ar 14 a viz Gouere e vo Bagadañs !
|
|
E Breizh ez eo mare an hañv ur mare a ouelioù. Amañ n'eus ket ezhomm terriñ e benn, na lakaat furlukined pe farouelled da zesachañ an arvesterien. Trawalc'h zo gant ar binioù, an dañserezed koant o c'hoefoù ha bieroù ar vro evit an degouezh. D'an 13 ha d'ar 14 a viz Gouere, 2000 soner ha dañser a vo e straedoù Karaez, evit Bagadañs, ar gouel hengounel graet e-kichen an Erer Kozh. An aozerien, er bloaz-mañ, n'o deus ket graet hanter-labour ha kinnig a reont dimp daou zevezh fest… evit netra.
|
|
|
|
|
|
| |
 |
Tan-arvest ha fest-noz bras ouzhpenn |
 |
|
D'an 13 a viz Gouere, lid-digeriñ kastell Kerampuilh
|
|
Bepred eo chomet bev an identelezh sevenadurel, ar c'hengred hag ar c'hoant d'ober traoù amañ e kreiz Breizh. Ar c'horn-bro, kaset war-raok gant Karaez, zo fleurenn ar gounezvouederezh ha gouezet en deus c'hoari mat ha kas war-raok ur raktres armerzhel salvus evit tud ar vro, en ur wareziñ ar glad sevenadurel. Al lañs degaset gant gouel an Erer Kozh, ar skoazell arc'hant degaset gantañ, ha youl dilennidi al lec'h hag ar rannvro da grouiñ doareoù an diorren o deus cheñchet pep tra. Park Kerampuilh, e vaner hag e frammoù, zo merket enno ar c'hoantoù-se. Lidet e vo e zigoradur d'an 13 a viz Gouere.
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|