GWIRIOŁ OBEROUR
(testennoù, fotoioù, tresoù…)
Ar fotoioù, an testennoù, al luganoù, an tresadennoù, ar skeudennoù, ar filmoù video, ar filmoù bevaat gant son pe hep son ha kement oberenn zo bet lakaet e-barzh al lec’hienn zo perc’hennet gant ti-kêr Karaez pe gant tredeoù o deus roet an aotre da di-kêr Karaez d’o implijout.
Gwarezet eo al logoioù, an arlunioù hag ar c’hwen grafek zo el lec’hienn gant ar gwirioù oberour, ar mellad L.511.1 eus Lezennaoueg ar Berc’henniezh Kefredel hag ar melladoù da-heul a denn da wareziñ ar patromoù marilhet.
Aotreet eo ober eiladurioù eus al lec’hienn-mañ hag eus an oberennoù zo enni, war baper pe war ur skor stlennegel, gant ma vint miret strizh evit un implij personel ha ma ne vo ket graet ganto evit ober bruderezh pe kenwerzh nag evit kelaouiñ. Rankout a ray an eiladurioù doujañ da ziferadennoù ar mellad L.122-5 eus Lezennaoueg ar Berc’henniezh Kefredel.
War-bouez an diferadennoù amañ a-us eo difennet groñs eiladuriñ, derc’hennañ, implijout pe kemmañ, e feson ebet ha war forzh peseurt skor e ve, al lec’hienn-mañ pe un tamm anezhi, an oberennoù zo enni pe un tamm anezho, hep bezañ bet en a-raok asant ti-kêr Karaez. Kement-se a vefe dambreziñ hag an hini kiriek a c’hallfe bezañ kaset dirak al lez-varn keodedel pe kastizel ha lakaet da baeañ un dic’haou.
|
|
STLENNEG ha FRANKIZOŁ
Hervez al lezenn c’hall eus ar 6 a viz Genver 1978 a-zivout ar stlenneg, ar restroù hag ar frankizoù, kemmet gant al lezenn eus ar 6 a viz Eost 2004 a-zivout gwarez an hiniennoù e-keñver treterezh ar roadennoù personnel, ho peus gwir da vont d’ar roadennoù a denn deoc’h, d’o c’hemmañ, d’o reizhañ ha d’o diverkañ, dre c’houlenn digant ti-kêr Karaez – Servij Kehentiñ, pe dre lizher (chomlec’h amañ a-us) pe dre bostel : e-mail
KIRIEGEZH
N’eo ket kiriek ti-kêr Karaez da endalc’had al lec’hiennoù liammet ouzh e hini. Gwir en deus ti-kêr Karaez da enebiñ ouzh forzh peseurt liamm savet adalek ul lec’hienn diavaez war-du e hini.
Diwallit
Degas a reomp da soñj deoc’h n’eus ket tu da warantiñ e chomo kuzh ar c’himiniadezhioù kaset dre ar rouedad Internet. Neuze ma fell deoc’h kas ur giminiadezh e surentez, ez aliomp ac’hanoc’h d’he c’has dre lizher. |
|