|

|
|
Karaez, ha hi tamolodet e kalon Breizh, a c’haller tizhout gant ar c’harr dindan un eurvezh pa zeuer eus kêrioù pennañ kornôg Breizh hag eus an aod, zo ur gêr savet en ul lec’h strategel, dibar an endro anezhañ, etre ar Menez Du ha Menez Are. Ar ger « herberc’h » zo leun e ster amañ rak an dud o deus skoulmet darempredoù eeun ha kalonek enni.
Karaez, kêr-benn ar Poc’hêr (eus Pou kaer da lavaret eo ar vro gaer) zo unan eus keodedoù koshañ ar C’hornôg. Ouzhpenn 2000 bloaz zo e oa bet savet gant ar Romaned. Setu perak eo pinvidik ha liesseurt an istor hag ar glad anezhi. Ar geoded, liammet mat hiviziken ouzh ar peurrest eus ar c’hourenez gant an hent 2 x 2 forzh, a gendalc’her da ziorren an armezh enni hag anavezet eo evel ul lec’h emgav n’haller ket ober heptañ evit a sell ar sevenadur.
|
|
  |