 |
|
|
|
| |
|
|
| |
| |
| E Karaez hag er Poc’hêr, ur vro sioul war ar maez e Breizh, ha hi pell a-walc’h eus ar c’hreizennoù touristel bras, e c’hall an dud diduiñ diouzh o c’hoant hag ivez dizoleiñ an natur etre ar Menez Du ha Menez Are. Tu zo d’an dud dont eus an aod da Greiz Breizh gant ar c’harr dindan un eurvezh. Na zisoñjomp ket, evel-just, e vez aozet abadennoù a-leizh enni, ar pezh a ro lusk d’ar vuhez er vro a-hed ar bloaz. |
| |
|
| |
|
|
|
|
|
 |
| Merdeiñ war ar bajenn |
|
 |
|
|
| |
|
Dudi / Abadennoù
|
 |
| |
| |
Adalek tachenn Kerampuilh, sko outi al Leurenn sevenadurel Glenmor, kreizenn c’hoarioù dour ar Poc’hêr « Plijadour » betek ar c’harting-bowling, o tremen dre an hentad golf, an troiadoù-bale, ez eus kinniget obererezhioù dudi liesseurt hag a-leizh e Karaez…
Karaez hag ar Poc’hêr, zo anezhañ un douar sonerien, zo ivez un douar gouelioù hag hengounioù dre natur. Adalek an Erer Kozh, un emgav lakaet ganeoc’h bep bloaz, betek ar pardonioù, ar festoù-noz, an emgavioù sevenadurel liesseurt, e vez aozet abadennoù a-vil-vern. Leugnit ho teiziataer !
|
|
|
| |
Deuit e darempred gant Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr :
Pgz 02 98 93 04 42
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
| |
| |
Aveadurioù-dudi nevez a-zoare hag a-leizh zo er gumun
• Karting-Bowling-Squash-Sauna 4500 m2
Kreizenn-dudi Strikart
Pgz 02 98 93 03 20
• Hentad golf berr c’hwec’h toull war un dachenn 8 hektar dispar
Golf Karaez
Pgz 02 98 93 79 19
• Leurioù-tennis
• Kreizenn c’hoarioù dour « Plijadour »
Pgz 02 98 99 39 50
|
|
• Hentad sport ha reteriñ e Traoñienn ar Stêr-Iêr
Kinnig a ra Traoñienn ar Stêr-Iêr un endro dibar hag emsavus evit adkemer nerzh ha diskuizhañ. En div stank, sko ouzh an dachenn-gampiñ, e c’hall an dud deuet hag ar re yaouank mont da besketa. Gant an hentad reteriñ, an hentad evit ar yec’hed, ar c’hoarioù aveet evit ar vugale, an taolioù piknikañ, koulz hag ar Greizenn Varc’hegezh hag ar golf, eo deuet an draoñienn da vezañ ul lec’h eus ar c’hentañ evit holl izili ar familh evit diduiñ hag evit vakañsiñ.
• Kreizenn varc’hegezh gant embreglec’h toet
Pgz 02 98 93 35 44
• Leurenn sevenadurel Glenmor gant ur sal sinema hag ur sal-abadennoù 600 plas, h.a.
|
|
• Gwenodennoù-bale
Karaez, e-kreizig-kreiz Rouedad Vreizh en XIXvet kantved, zo e kroashent an troiadoù-bale e Breizh hiziv an deiz. An hentoù-houarn kozh zo deuet da vezañ hentoù glas… War droad, war varc’h, gant ho marc’h-houarn pe gant ho teirrodek e c’hallit loc’hañ eus penn an hent treuz Arvorig Karaez / Sant-Mewen pe ober un diskuizh hanter-hent war an Hent Montroulez / Rosporden. Gant ar BH37 e c’hallit mont eus Kanol Naoned-Brest betek Gourenez Kraozon o tremen dre an Uhelgoad ha Menez Are.
• Hentad Avantur "Karaez Adrénaline"
C’hwec’h hentad enno 65 atalier a vez kinniget d’an dud, adalek 5 bloaz, war un dachenn tost da bemp hektar e Traoñienn ar Stêr-Iêr. Gant Karaez Adrénaline e c’hall pep hini e-giz-se dizoleiñ ent laouen ar c’hrapvrankañ dre ar c’hoari. Plijadur vras o do an dud gant un dreuzell mod Tirol 250 m a hed, an hini hirañ e Breizh.
Titouroù : 06 50 19 15 98
pe 06 50 19 05 97
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Herberc’hiañ – Pretioù
|
 |
| |
| |
Herberc’hiañ
| Bod ehanañ
Emañ 5 km eus Karaez, e-kichen ar Ganol Naoned-Brest, war an hent a gas da C’hourin pe d’an Oriant.
 |
32 wele dasparzhet e daou hunva |
 |
2 strinkerez, 2 gambr-aes (privezioù) |
 |
Sal-vevañ gant oaled ha korn keginañ |
 |
Porzh diabarzh |
Bodoù ha kambroù a-leizh tro-dro
Darempredoù : Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr
Pgz 02 98 93 04 42
| |
Letioù
E kreiz-kêr,
Meur a leti zo en ho servij
 |
Leti Noz-Vad (2 steredenn)
Pgz 02 98 99 12 12) |
 |
Leti-Preti Ar Baradoz
(1 steredenn)
Pgz 02 98 93 39 75) |
 |
Leti-Tavarn
Pgz 02 98 93 00 09 |

|
|
|
| |
|
|
|
| |
| |
Pretioù
Pretioù mat a-leizh zo e-kreiz kêr
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
|
|
|
| |
 |
|
 |
 |
Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr |
|
 |
| |
| |
|
|
Straed Brizeug
Pgz : 02.98.93.04.42
Plr : 02.98.23.83
Postel : tourismecarhaix@wanadoo.fr
Ti an Douristed (kevredigezh lezenn 1901) zo ur gevredigezh etrekumunel anezhañ abaoe ar 1añ a viz Genver 2004. Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr eo e anv bremañ. Plediñ a ra gant an touristerezh evit an eizh kumun zo e Kumuniezh Kumunioù ar Poc’hêr : Karaez-Plougêr, Kledenn-Poc’hêr, Kerglof, Ar Vouster, Plonevell, Poullaouen, Motrev ha Sant-Hern. Kinnig a ra ivez teulioù evit brudañ Kreiz-Breizh a-bezh hag al lec’hiadoù touristel e Penn-ar-Bed, en Aodoù-an-Arvor hag er Mor-Bihan.
Titouroù :
 |
Herberc’hiañ (letioù, tiez da feurmiñ diouzh ar c’houlz, kambroù degemer ha lojañ e tiez an dud, tachennoù-kampiñ) |
 |
Pretioù |
 |
Obererezhioù sport ha sevenadur |
 |
Lec’hiadoù touristel |
 |
Deiziadur ar gouelioù hag an abadennoù |
 |
Teuliadoù titourañ a sell ouzh rannvro Breizh |
|
|

DEGEMER
E miz Gouere hag e miz Eost :
 |
a Lun da Sadorn, eus 9e da 12e30 hag eus 13e30 da 19e. |
 |
da Sul ha da zeizioù-gouel, eus 10e da 13e. |
Mizioù all :
a Lun da Sadorn, eus 10e da 12e hag eus 14e da 17e30 (serr d’ar Yaou vintin).
|
|
|
 |
|
 |
|
|
|
|
|
|
|
 |