
Gant UNICOPA evit ar boued-laezh (eus labouradeg Karaez e teu 8 % eus ar c’hementadoù Emmenthal fardet e Frañs), al labouradegoù legumaj-mir, gwispid, krampouezh, al labouradegoù mogediñ pesked, an torrerezh vioù, gant an obererezhioù bosañ ha treuzfurmiñ yer (LES VOLAILLES DU POHER, SAVEL) eo deuet ar Poc’hêr da vezañ ur gwir bol eus ar Gounezvouederezh.
An embregerezhioù treuzdougen dre hent evel TSO (Treuzdougen Boued Gourskornet ar C’hornôg), CFTA pe TSDD (Treuzdougen, Stokañ, Dasparzhañ, Dilojañ), ar c’hreizennoù treuzdougen herrek evel EXAPAQ pe diazezlec’h INTERMARCHE ar C’hornôg, a ziskouez mat pegen spletus eo dont d’ar Poc’hêr d’en em staliañ. |
|
Lañs zo gant greanterezh ar madoù etre er Poc’hêr, ar pezh a vez diskouezet mat gant OTOR BRETAGNE zo aet kalz war gresk hag a zo deuet a-benn da dennañ splet eus lec’hiadur kreiz ar Poc’hêr evit respont da varc’had bras-divent gounezvouederezh Breizh.
Ar servijoù d’an embregerezhioù zo liesseurt ha niverus war tiriad Kumuniezh Kumunioù ar Poc’hêr : embregerezhioù naetaat, tiez-moullañ, tiez dresañ ha trezerc’hel urzhiataerioù, kontourien-brizachourien, ajañsoù spanerien, aozadurioù arc’hant hag asurañsoù…
An aveourien a-vicher, ar bourchaserien c’hreantel , an embregerezhioù trezerc’hel, pellabourat, aliañ, brudañ : an holl o deus kavet mat staliañ o embregerezhioù war tiriad ar Poc’hêr, ma c’hallont gounit arc’hant gant ar marc’had zo anezhañ er vro ha, war un dro, mont ha dont aesoc’h e kornôg ar c’hourenez a-bezh.
E-kreiz un takad ec’hon a arvalien emañ ar gumuniezh kumunioù, e-skoaz ment ar pol-kêr anezhi :
Stalioù broadel bras evel Décathlon, Gémo, koulz ha Monsieur Bricolage, zo staliet enni.
Gant karta an aveadurioù kenwerzhel, a oa bet sinet e Mae 2003, e oa bet lakaet war wel e oa peadra da ziorren ar gennadoù-mañ :
 |
aveiñ an dud |
 |
aveiñ an ti |
 |
sevenadur-dudi |
|