Ti-kêr Karaez
 
Goulennoù melestradurel
Ar servijoù teknikel
Ar C’huzul-kêr
  Ur gerig gant ar Maer
Kêraozañ
Budjed kêr
     
 
< > An Ti-kêr ha c’hwi > Budjed kêr
 
 

Bep bloaz e vot ar c’huzul-kêr budjed ar gumun. An darn vrasañ eus ar c’haoudoù a dalvez da lakaat holl servijoù kêr da vont en-dro. Gant ar peurrest e c’haller danzen raktresoù hag ober dezho dont da wir (savadurioù, aveadurioù, hentoù, h.a.).

 

Dont a ra an arc’hant eus deroadoù ar Stad, eus an tailhoù lec’hel hag eus skoaziadennoù gant meur a aozadur (Europa, ar Stad, ar C’huzul-rannvro, ar C’huzul-departamant, Kumuniezh Kumunioù ar Poc’hêr).

 
 
 
 
 
 
 

Ar budjed e 2006
Ar budjed kentañ evit 2006 a sav da 12, 2 million a euroioù en holl, ingalet evel-henn :

7, 2 million a euroioù evit ar mont en-dro
3, 8 million a euroioù evit ar postadurioù


  Doare ar budjed :
mestroniet eo ar c’hargoù mont en-dro
digresket e vo dle kêr adalek 2006
ne vo ket kresket feur an tailhoù
ur politikerezh diorren padus a vo lakaet da dalvezout a-zevri-kaer
kendalc’het e vo d’ober kalz a bostadurioù
     

 

 

 
 
 

Ar postadurioù

 

Al labourioù bras e 2006 :

sevel kreizenn ar c’hendalc’hioù : 541 000 a euroioù

ren ur politikerezh mennet-start a-du gant an diorren padus : 164 400 a euroioù

• prenañ ur waskell-golza
• sevel gwaskedoù evit ar beloioù
• staliañ beolioù da zaspugn an dour glav
• prenañ 3 c’harr ha na saotront ket re
• lakaat arc’hant evit sikour prenañ ur c’harr-boutin ha na saotr ket nemeur
• prenañ ur sammorell ha na saotr ket re
• prenañ ur skouter tredan ha na saotr ket
• staliañ un tommer-dour dre heol e Persivien
• krouiñ roudennoù divrodegoù
• toullañ puñsoù
• terkañ salioù ar skol sonerezh hervez an hentenn PUE

ober strivoù bras e-keñver an hentoù ha surentez an hentoù : 410 000 a euroioù

• nevezet e vo un dek straed bennak e 2006 (350 000 a euroioù) : straed Danielle Messia, riblenn-straed LIDL, straed Kergelenn (2l tamm), straed an Draoñienn (2l tamm) , kêriadenn Lannaoueneg (3e tamm), straed Konstant an Ansien, straed Paol Féval, straed Louis Hemon, hent Kergaourant, hent ar Minez (2l ha 3e tamm), straed Uhel
• Labourioù evit suraat ar sportva e takad Poullriou (60 000 a euroioù)

terkañ ar boulouard Jean Moulin ha hent an EMD + terkañ ha sevel plasoù evit ar c’hirri a-hed hent Kerampuilh : 185 480 a euroioù

bravaat ha terkañ kreiz-kêr : 405 000 a euroioù

• kuzhat al linennoù tredan ha pellgomz e Kerleon, er straed Karmez ha tro-dro d’ar C’hoc’hu
• ober ur studiadenn a-benn terkañ Kêrig Izelañ
• lakaat goloioù evit kuzhat ar poubellennoù
• krouiñ ur c’hlasvezeg e plas ar sinema kozh
• bravaat al lec’hioù foran
• panellerezh kêr : lakaat muioc’h a banelloù
• panelloù polis
• postoù dour evit an tan
• goulaouiñ digorioù Ti ar Vugale
• aveiñ hentoù evit an nammidi e takad Persivien
• goulaouiñ parklec’h skolaj Beg-Avel
• echuiñ al labourioù e Kastell Kerampuilh

brasaat leur-degemer ar gantreourien (tamm 1añ) : lakaat diouzh ar reoladoù / astenn al leur-degemer. Budjed : 1,3 M a euroioù, en ur gontañ 400 000 a euroioù enskrivet e 2006

krouiñ un dachenn vell-droad e Poullriou : 71 000 a euroioù

 

 
 
 
 
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel