Ti-kêr Karaez
 
Goulennoù melestradurel
Ar servijoù teknikel
Ar C’huzul-kêr
  Ur gerig gant ar Maer
Kêraozañ
Budjed kêr

 

     
 
< > An Ti-kêr ha c’hwi > Ar C’huzul-kêr
 
 
Dilennet e vez izili ar c’huzul-kêr evit 6 vloaz hervez ar mouezhiañ hollek eeun gant ar geodedourien enskrivet war roll dilennerien ar gumun. E Kuzul-kêr Karaez ez eus 29 ezel. En o zouez emañ ar Maer a ren ar skipailh.
 

Renkañ aferioù ar gumun dre votiñ divizoù eo roll ar c’huzul-kêr. En em vodañ a ra ur wech bep tri miz da nebeutañ e-barzh an ti-kêr. Well-wazh, e Karaez, ez aozer un dek kuzul-kêr bennak ar bloaz. Digor d’an holl eo an dalc’hoù ha skignet ez int gant ar skingomz. An holl o deus gwir da arvestiñ outo. E-pad an dalc’h e vreuta ar c’huzul-kêr war ar c’hrafoù zo bet lakaet war roll an devezh. Lakaat a reer ar guzulierien da votiñ evit pep teuliad. Kemeret e vez divizoù ar c’huzul-kêr dre sav dorn hervez ar muiañ-niver dreist eus ar mouezhioù eztaolet.

 

An divizoù a c’hall bezañ lakaet da dalvezout kerkent hag embannet ha treuzkaset d’ar prefeti.

 

Aozet eo ar c’huzul-kêr evel-henn

 

Pellgargañ rentaoù-kont ar c’huzulioù-kêr diwezhañ .pdf (37 ke)

 
 

 

 

Roll ar maer

 
 

A bep seurt traoù zo e kefridi ar maer

 

Organ galloud-erounit ar gumun eo-eñ :
prientiñ ha seveniñ a ra divizoù ar c’huzul-kêr,
prientiñ ha seveniñ a ra budjed ar gumun,
urzhiañ a ra an dispignoù.

 

Kefridioù dezhañ e-unan en deus, distag diouzh re ar c’huzul-kêr :
emañ e penn implijidi ar gumun ha ren a ra servijoù kêr,
reiñ a ra, en anv ar gumun, un toullad aotreoù d’an dud a-fet kêraozañ (da skouer, an aotreoù sevel, an aotreoù dismantrañ…).
diogeliñ a ra an urzh, ar surentez hag ar yac’husted foran.

 

 

Dileuriañ a ra ar Stad :

 

Dindan aotrouniezh prokulor ar republik

emañ e karg eus marilh ar boblañs (lidañ an euredoù, enrollañ ar ganedigezhioù hag ar marvioù...).

 

Dindan aotrouniezh ar prefed

emañ e karg eus embann al lezennoù hag ar reolennoù hag ober a ra diouzh ma vint lakaet da dalvezout,
aozañ a ra ar votadegoù hag ar referendomoù,
aozañ a ra an niveradegoù.
 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 

Ar burev

 
     
 

Ar maer a zileur un darn eus e gefridioù da eilmaered (na c’hall ket an niver anezho bezañ en tu-hont da 30 % eus niver an dud zo er c’huzul). Diouzh ma vez e c’hall fiziout kefridioù e meur a guzulier-kêr.

 

Pennoù-kêr eo ar maer hag an eilmaered. Bep sizhun en em vod ar re-se en ur burev-kêr.

   
     
 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 
 
 
 
Pennad-stern diwar-benn kumuniezh kumunioù ar Poc’hêr  
 

Eizh kumun

14.528 a annezidi

Karaez
Kledenn-Poc’hêr
Kerglof
Motrev
 
Ar Vouster
Plonevell
Poullaouen
Sant-Hern
 
  Ti ar Servijoù Publik
Plasenn an Tour d’Auvergne
BP 150 - 29833 KARAEZ-PLOUGÊR CX

Pgz 02 98 99 48 00
Plr 02 98 99 48 19

 

www.poher.com

 

poher@poher.com

 
     
 
 

He c’hefridioù

 

Armerzh, terkañ an tiriad, endro, hentoù, dastum ha tretañ al lastez, touristerezh, buheziñ Bugale/Yaouankizoù, lojeiz sokial a interest kumuniezhel, kelenn ar sonerezh e-barzh ur skol sonerezh etrekumunioù.

 

He raktresoù

 

Takad armerzherezh nevez ar Gernevez
Lakaat e plas ur savenn dreuzdougen hent/hent-houarn
Diorren ar varregezh Endro
Derc’hel bev ar stalioù diwezhañ war ar maez : stal-voued Poullaouen
Oberoù evit diorren an touristerezh

 

 

An dilennidi anezhi

 

34 c’huzulier kumuniezhel

Ar Prezidant : Jean Pierre JEUDY

José LE GUELAFF : Besprezidant e karg eus al labourioù, al lojeiz, an treuzdougen hag an aveadurioù foran

Kristian TROADEC : Besprezidant e karg eus an diorren armerzhel

Didier GOUBIL : Besprezidant e karg eus an endro, al labour-douar hag ar SPYD

Viviane MOISAN : Besprezidantez e karg eus an diaweladoù hag ar preder war ar barregezhioù nevez, ar buheziñ sokial hag al lojeiz sokial

Nadine CLOAREC : Besprezidantez e karg eus ar buheziñ sokio-sevenadurel evit ar Vugale Vihan, ar Vugale hag ar Yaouankizoù hag eus diorren ar sport en tiriad

Pierrot BELLEGUIC : Besprezidant e karg eus an hentoù

 

An dilennidi a zegemer an dud war emgav.

 

Hec’h oberoù, skouerioù

 

Kas an tiriad war-raok
Ti ar vugale
Degemer ar re zo ganto raktresoù armerzhel,
Terkañ an takadoù armerzherezh
Ti an Embregerezhioù : 6 burev ha 3 stal da feurmiñ evit krouerien embregerezhioù
Servij treuzdougen diouzh ar goulenn : Taxicom’
Ti ar Servijoù Publik
Kreizenn c’hoarioù-dour ar Poc’hêr : Plijadour
Lakaat ur SPYD e plas
Derc’hel en o sav ar gigerezh e Poullaouen hag ar stalioù kenwerzh liesservij e Plonevell ha Kerglof
Karta an aveiñ kenwerzhel

 

 

He servijoù

 

Kreizenn c’hoarioù-dour Plijadour : 02 98 99 39 50
Ar SPYD : Servij Publik ar Yac’husaat Distroll : 02 98 99 48 03
Servij an hentoù ha dastum al lastez-ti : 02 98 99 25 79
TI AN DOURISTED : 02 98 93 04 42
An LTY (Lec’h Titouriñ Yaouankiz) : 02 98 93 32 30
Ar KDKY : 02 98 93 18 77
 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
   
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel