Ti-kêr Karaez
 
Goulennoù melestradurel
Ar servijoù teknikel
Ar C’huzul-kêr
  Ur gerig gant ar Maer
Kêraozañ
Budjed kêr

 

     
 
< > An Ti-kêr ha c’hwi > Ur gerig gant ar Maer
 
 
Startijenn zo e Karaez a-dra-sur. Gant tremen 180 kevredigezh, aveadurioù a-leizh e servij an dud, 250 a embregerezhioù, stalioù ha servijoù, ur gouel ha zo brudet e meur a vro, e c’hall hor c’humun laouenaat ouzh ar virvidigezh hag an entan a lusk buhez ar vro.
 

Emañ kêr Garaez e-kreizig-kreiz Breizh, ha gallout a reer mont betek enni gant ar c’harr dindan un eurvezh adalek kêrioù bras eus Breizh evel Brest, Kemper, an Oriant pe Sant-Brieg. En ul lec’h strategel emañ hor c’hêr, 8000 annezad enni, hag ouzhpenn-se ez eus perzhioù mat-kaer ganti evit a sell ouzh an endro bevañ.

 

 

 

 
 

Ur gêr hag a ra ur framm da Gornôg Kreiz-Breizh

 

 

Gant Karaez, kêr-benn ar Poc’hêr anezhi, ez eus e penn kentañ an 21vet kantved aveadurioù a-leizh e-keñver ar sport, ar sevenadur, an touristerezh hag ar servijoù : ur stad atleterezh, ur greizenn c’hoarioù dour, div sal an holl sportoù, ur c’harting-bowling, un dachenn golf, div greizenn varc’hegezh, ti ar servijoù foran, ur c’hoc’hu liezimplij, Ti ar Vro, ur sal-abadennoù a c’hall 220 a dud mont en o c’hoazez enni (ar Cinédix), ur greizenn sevenadurel ma c’haller aozañ kendalc’hioù (Leurenn Glenmor), un ti evit ar vugale modern hag aes d’ober gantañ, hep disoñjal menegiñ un ospital zo dezhañ ur servij evit an trummadoù hag unan evit ar gwilioudiñ.

 

A-fet armerzh emañ an darn vrasañ eus an dud o labourat e gennad ar gounezvouederezh. Karaez, oc’h ober evel skevent da armerzh Kreiz-Breizh, a ginnig ul lec’h strategel d’an embregerezhioù, pa n’eus ket ezhomm eus 60 munut zoken evit dont dezhi adalek an holl dakadoù kêriekaet eus kornôg Breizh. Kêr a ra ur framm d’un diazad labour 110 000 a annezidi, ha ganti ez eus stalioù a-leizh a ya ingal war gresk an niver anezho.

 

Brudet eo Karaez ivez, e Frañs hag en Europa, gant he Gouel an Erer Kozh a vez dalc’het bep bloaz abaoe 1992. Bodañ a ra tremen 160 000 a dud e-pad tri devezh, ar pezh a ra anezhañ unan eus brasañ gouelioù sonerezh Europa. Emgavioù sevenadurel all a c’hoarvez bep bloaz : Gouel al levrioù e miz Here, Gouel ar c’hoariva amatour e miz Mae, ur vodadeg vras gant ar bagadoù hag ar c’helc’hioù keltiek bep 14 a viz Gouere e kreiz-kêr, ha kement zo…

 

 

Al lec’h kreiz m’emañ Karaez, ur perzh a bouez bras evit an amzer da zont

 

 

O tiorren emañ Karaez ha mennet-start eo d’ober eus al lec’h kreiz m’emañ un dra emsavus. Emañ skipailh an ti-kêr o labourat war raktresoù niverus, en o zouez savidigezh ur greizenn kendalc’hioù e 2007, evit klokaat al leurenn Glenmor. 2000 m² e vo he gorread en holl. Gant al leurenn-se e vo tu da zegemer 650 den en o c’hoazez evit predoù, da aozañ foarioù-diskouezadegoù ha saloñsoù, ha da vrasaat ar sal-abadennoù ken e c’hallo ouzhpenn 3000 a arvesterien mont enni. Ur gemplezh eus ar c’hentañ hag a glokay ervat an aveadurioù zo anezho dija en trowardroioù hag e kreiz-kêr. Dont a ra ar staliadur-se e-barzh ur raktres ledanoc’h zo e bal sevel un teknopol armerzhel ha sevenadurel war an takad er gevred da gêr ma vez dalc’het Gouel an Erer Kozh. Ar pal eo kenurzhiañ implij an aveadurioù zo anezho dija pe a vo savet a-benn nebeut, evit sevel ur gwir bol touristerezh a-vent gant ar rannvro.

 

Hed-da-hed hec’h istor pinvidik ouzhpenn daou vil bloaz, e oa aet Karaez war-raok pa denne he mad eus al lec’h kreiz ma oa. Karaez, Vorgium an Henamzer, Carafes ar Grennamzer (lec’h ar c’hroashent), zo alc’hwez hec’h amzer da zont e-barzh hec’h anv : bezañ ur gêr-benn da vat, ul lec’h eskemm evit ur vro en he fezh. Karaez, kroashent, lec’h emgav, zo dleet dezhi bezañ ivez ur vammenn soñjennoù ha nevezadennoù, gouzout reiñ ha resev, hag emdreiñ etre an hengoun hag ar vodernelezh.

 

Al lec’hienn internet-mañ, ur gwir vengleuz titouroù anezhi, a ziskouez pegen bev-buhezek eo Karaez. Emichañs e vo diouzh ar pezh emaoc’h o c’hortoz.

 

 

Ar Maer
Kuzulier-rannvro Breizh
Kristian Troadeg

 

 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn

 

 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel