Ti-kêr Karaez
 
Goulennoù melestradurel
Ar servijoù teknikel
Ar C’huzul-kêr
  Ur gerig gant ar Maer
Kêraozañ
Budjed kêr
     
 
< > An Ti-kêr ha c’hwi > Goulennoù melestradurel
 
 
Evit ar goulennoù a denn d’ar stad keodedel, da servij an dilennadegoù ha d’an aferioù hollek, setu amañ roll an teulioù a rankit degas.
 
 
 
 

Aferioù hollek

 
 
 
 

MARILH AR BOBLAÑS
AFERIOÙ HOLLEK

Ti-kêr

Pgz  02 98 99 33 33

Eurioù digeriñ :

A Lun da Wener, etre 8e30 vintin ha 5e30 enderv
Da Sadorn, etre 9 eur ha kreisteiz (stad keodedel hepken).

 


 

     
 
 

Testeni degemer evit an estrenien

 

Da leuniañ en ti-kêr, en ur resisaat :

identelezh an herberc’hier (Anv, anv-bihan, deiziad ha lec’h ganedigezh, doare ha niverenn an teul identelezh, deiziad ha lec’h ma oa bet roet)
identelezh an den degemeret (Anv, anv-bihan, deiziad ha lec’h ganedigezh, broadelezh, niv. ar paseporzh, chomlec’h)
testeni annez an herberc’hier + timbr 15 euro

 

 

 
 

Aotre da guitaat an tiriad

 

Ar vinored n’int ket digabestr a rank dont gant o dileuriad lezennel.

Degas :

Kartenn-anv ar bugel
Levrig familh
Barnadenn an torr-dimeziñ ma'z eus bet unan, hag anv an hini eus an daou bried en deus aotrouniezh war ar bugel

 

 

 
 
Imprimer la page
Merdeiñ war ar bajenn
Testeni degemer evit an estrenien
Aotre da guitaat an tiriad
Kartenn dilenn
Kartenn-anv
Kartenn c’hris
Testeni a vroadelezh c’hall
Disklêriañ ar chas dañjerus
Disklêriañ ur marv
Disklêriañ ur c’hanedigezh
Disklêriañ un uniezh frank war an enor
Teulioù ar gladroll, reolennoù kêraozañ
Teuliad goulenn piaouañ armoù
Eilskrid eus an aotre-bleniañ
Paper marvidigezh
Paper priedelezh
Paper ganedigezh
Paper lez-varn
Mererezh an aotreoù-tremen
Paseporzh
Niveridigezh vroadel an danvez soudarded
Teul chom
CECCOB
 
 

Kartenn dilenn

 

Teulioù hag amplegadoù rekis :

Levrig familh pe kartenn-anv vroadel
Prouenn annez
Bezañ 18 vloaz
Bezañ gall pe kaout prouenn un dekred broadiñ

 

 

 

 
 

Kartenn-anv

 

Ezhomm a vo div sizhunvezh evit ober war-dro an teuliadoù

Teulioù rekis :

2 luc'hskeudenn eus an enebañs, heñvel, nevez ha war ur foñs sklaer (3,5 x 4,5 cm )

1 brouenn annez
Eilad eus an akta ganedigezh pe levrig familh (levrig ar gerent evit ar vugale)
M'eo bet torret an dimez, lakaat ivez un eilad klok eus ar varnadenn

 

Adneveziñ :

An teulioù zo ezhomm evit ur goulenn kentañ
Degasit ar gartenn gozh pe an disklêriadur koll pe laeroñsi (bet graet en archerdi)

 

Minored :

2 luc’hskeudenn
An tad pe ar vamm a rank dont
Levrig familh pe Akta ganedigezh

 

M’eo bet torret an dimez :

Eilad eus ar varnadenn a-zivout aotrouniezh ar gerent

 

 

 

 
 

Kartenn c’hris

 

Tud Karaez a rank mont da c’houlenn ar furmskridoù digant kellig kenurzhiañ obererezhioù ar Stad e bro Kornôg Kreiz-Breizh (CECOBB).

 

 

CECOBB

Ti ar Servijoù Publik

Pgz 02 98 93 02 88

 


 

 

 
 

Testeni a vroadelezh c’hall

 

 

Gref Lez-varn Kentañ derez Montroulez

Pgz 02 98 88 03 47

 

 

Teulioù rekis :

Eilad eus al levrig familh
Paper ganedigezh pe kement teul all a c’hell prouiñ ho proadelezh
Prouenn annez
Teul identelezh

 

 

 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 
 

Disklêriañ ar chas dañjerus

 

Ret-holl eo an disklêriadurioù-se.

Hervez lezenn ar 06/01/1999 ez eus redioù gant perc’henned ar chas kentañ pe eil rummad :

Evit perc’henned ar chas 1añ rummad (chas argad)
Skouer : Pit-bull, Mastiff, Boer bull, …

ret eo derc’hel ar chas minellet ha staget war-bouez ul lêrenn e kement lec’h foran a zo,
berzet eo ouzh ar chas mont er c’harbedoù foran pe el lec’hioù foran, nemet war an hent e vefe,
ret eo disklêriañ ar chas en ti-kêr,
tatouiñ anezho (kartenn anaout),
kaout un testeni asurañs e talvoud,
un testeni vaksinañ a-enep ar gounnar e talvoud,
un testeni gaonac’haat,
difennet eo ar chas-se d’ar vinored, d’an dud a zo dindan gward, d’an dud enskrivet e B2 al lez-varn ha d’an dud zo bet tennet diganto gward pe perc’henniezh ur c’hi.
 

Evit perc’henned ar chas eil rummad (chas gward ha difenn)
Skouer : Rottweiler, Staffordshire Terrier, American Staffordshire Terrier, …

ret eo derc’hel ar chas minellet ha staget war-bouez ul lêrenn e kement lec’h foran a zo,
enskrivañ anezho en L.O.F : Levr an Orinoù Gall (nemet ar Rottweiler),
disklêriañ anezho en ti-kêr,
tatouiñ anezho (kartenn anaout),
kaout un testeni asurañs e talvoud,
un testeni vaksinañ a-enep ar gounnar e talvoud,
difennet eo ar chas-se d’ar vinored, d’an dud a zo dindan gward, d’an dud enskrivet e B2 al lez-varn ha d’an dud zo bet tennet diganto gward pe perc’henniezh ur c’hi.

 

Kement den a zo perc’henn war ur c’hi eus ar rummadoù-se er gumun a rank dont
da servijoù ar polis-kêr da ginnig :
kartenn anaout ar c’hi, an testeni vaksinañ a-enep ar gounnar e talvoud, un testeni asurañs da warantiñ atebegezh keodedel ar perc’henn, testeni gaonac’haat ar c’hi (evit ar rummad 1añ hepken), paperoù an L.O.F. evit lod eus ar chas.

 

 

 
 

Disklêriañ ur marv

 

An disklêriadur-se a zo d’ober e-doug ar 24 eurvezh goude ar marv e ti-kêr ar gumun m’eo marvet an den.

Teulioù ret :

Levrig familh pe paper ganedigezh
Testeni ar marv roet gant ar mezeg (glas)

 

 

 
 

Disklêriañ ur c’hanedigezh

 

An disklêriadur-se a zo d’ober e-doug an tri devezh goude ganedigezh ar bugel, e ti-kêr ar gumun m’eo bet gwilioudet ar vamm.
Mard eo an trede devezh ur sulvezh pe un devezh dilabour e vo ampellet an termen betek an devezh war-lerc’h.

Teulioù rekis :

Testeni ar gwilioud roet gant ar mezeg
Levrig familh
Kartenn-anv, paper ganedigezh
Eilad eus ar paper anavezout ma’z eus unan

 

 

 
 

Disklêriañ un uniezh frank war an enor

 

Testeni war an enor da c’houlenn digant an ti-kêr.

 

 

 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 
 

Teulioù ar gladroll, reolennoù kêraozañ

 

 

Servij kêrozañ
Straed Karmez

Pgz 02 98 99 34 72

 

Sellet ouzh ar rubrikenn kêraozañ

 

 

 

 
 

Teuliad goulenn piaouañ armoù

 

 

En Archerdi
Hent Kernigez

Pgz 02 98 93 00 32

 

 

 

 
 

Eilskrid eus an aotre-bleniañ

 

Moullskrid da c’houlenn digant ar CECCOB

 

 

CECOBB

Ti ar Servijoù Publik

Pgz 02 98 93 02 88