Ti-kêr Karaez
 
Goulennoù melestradurel
Ar servijoù teknikel
Ar C’huzul-kêr
  Ur gerig gant ar Maer
Kêraozañ
Budjed kêr
     
 
< > An Ti-kêr ha c’hwi > Ar servijoù teknikel
 
 
Servijoù-kêr a zo gant ar gumun evit lakaat e pleustr divizoù an dilennidi, kas da benn ar raktresoù ha merañ ar geoded war ar pemdez. 150 den a vicher a labour bemdez gant ar memes pal : harpañ ha gwellaat buhez an holl annezidi.
 
 
 
 
 

Aozadur ar servijoù

 
 
 

Pennrenerezh ar servijoù
Pennrener ar servijoù a zo karget, dindan aotrouniezh ar Maer, da ren, da genurzhiañ ha da vroudañ an holl servijoù.

 

 

Brasaat an aozlun

 
     
 
 
 
 

Servij an aferioù hollek

 
 

Ar servij-mañ en deus da genlabourat strizh gant holl servijoù ar gumun. Karget eo da verañ a bep seurt tachennoù a denn d’ar gwir pe d’ar reolennadurioù (sekretouriezh ha prientiñ bodadoù ar c’huzul-kêr, rentaoù-kont ar guzulierien-gêr hag ar bodadoù diseurt, breutadegoù, dilennadegoù, lizheroù, diferadoù, kontrollañ al lezennegezh hag all…).

 

 
 
 
 

Servij an arc’hant/kontouriezh

 
 

Servij an arc’hant en deus meur a gefridi pennañ :

merañ ar gounidoù hag an dispignoù

prientiñ ha heuliañ budjedoù ar kêr

steuñviñ ar budjed

 

 
 
 
 

Servij Marilh ar boblañs

 
 

Ar servij-mañ a ra war-dro reiñ aktaoù keodedel ha teulioù melestradurel diwar c’houlenn an dud.

Lenn ar rubrikenn goulennoù melestradurel

 

 

 
 
 
 

Servij kehentiñ

 
 

Karget eo ar servij-mañ da ijinañ ha da lakaat e pleustr politikerezh kehentiñ ar gêr. Setu ar pezh a vez meret gantañ : skridaozañ kazetenn ar gêr, heuliañ ha kas war-raok al lec’hienn Genrouedad, kaout darempred gant ar gazetennerien, kelaouiñ dre-vras, sevel teulioù ha dafar kehentiñ evit an diavaez hag an diabarzh.

 

 
 
 
 

Servij merañ ar c’hoskor

 
 

Servij Renerezh ar C’hoskor a gas meur a gefridi da benn : melestradurezh ar c’hoskor, mererezh ar c’hoskor ha stummadurezh.

 

 
 
 
 

Servij kêraozañ

 
 

Ar servij kêraozañ a bled gant an teuliadoù a denn d’ar gêraozouriezh (aotreoù sevel, disklêriadurioù labourioù…) ha gant an argerzhadurioù hag an teuliadoù evit reneveziñ ar gumun (dañjer, dilez, diyac’husted, adinduadur...) en ur gemer harp war ar steuñv lec’hel a gêraozañ (anvadur nevez ar steuñv tiraozañ) paneveken.

Lenn ar rubrikenn kêraozañ

 

 

 
 
 
 

Servij sokial

 
 

Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG, CCAS) a gas war-raok diorroadur sokial ar gumun. Ouzhpenn he c’hefridi skoazellañ tud kêr, e kenlabour strizh gant he c’hevelerien evit kenurzhiañ ar servijoù d’an dud ha gwellaat buhez holl annezidi ar gumun.

Lenn ar rubrikenn yec’hed/servijoù sokial

 


 
 
 
 

Polis-kêr

 
 

Karget eo servij ar Polis-kêr da lakaat e pleustr galloudoù ar Maer war an dachenn-se. Ar maer en deus aotrouniezh da gemer ha da lakaat doujañ an diarbennoù zo ezhomm evit mirout an urzh, ar surentez, ar sioulded hag ar yac’husted foran war dachenn ar gumun.

 

 
 
 
 

Servijoù teknikel

 
 

Renerezh ar servijoù teknikel a zo karget :

D’ober war-dro kempenn tout ar pezh a denn da c’hlad ar gumun (hentoù, rouedadoù, savadurioù, goulaouiñ foran, takadoù glas, bleuñv)

Da seveniñ labourioù studi ha da lakaat anezho war-sav diwar c’houlenn ar galloud-oberiañ pe ar velestradurezh

Da wellaat ar servijoù rentet da dud kêr gant ar Servijoù Teknikel

 

Servijoù teknikel kêr Garaez a zo rannet e tri fol :

 

1 - Sevel-tiez

Setu amañ kefridioù pennañ ar pol-mañ :

kinnig ha lakaat e pleustr ar politikerezhioù evit ar savadurioù foran ;

kinnig, lakaat e pleustr, heuliañ ha priziañ ar politikerezhioù evit kempenn ar savadurioù foran

 

2 - Hentoù/treuzdougen

Setu amañ kefridioù pennañ ar pol-mañ :

merañ ha kempenn kement tra a denn da zomani foran hentoù ar gumun

ijinañ ha lakaat war-sav an obererezhioù a servij da wellaat monedone ha surentez an dud

merañ politikerezhioù parkañ ar gumun

kinnig ha prientiñ kemennoù ha diferadoù ar maer (galloudoù polis) evit pezh a sell implij domani foran an hentoù hag ar goulennoù titouroù a vez kaset evit kêraozañ ha tiraozañ

ober war-dro kenurzhiañ al labourioù da vezañ kaset da benn gant kenlabourerien ar servij publik (dour, gaz, tredan, pellgomz…) pe gant mistri an oberiadur war domani foran an hentoù, e framm galloud polis ar maer

 

3 - Takadoù glas

Setu amañ kefridioù pennañ ar pol-mañ :

plantañ ha kempenn ar gwez, kempenn an takadoù glas, ar c’hoadeier, an tachennoù-sport, an tachennoù-c’hoari hag ar vered.

 

 

 

 
 
 
 

Servij ar predoù-skol

 
 

Servij ar renerezh-skol a ver ar predoù-skol hag an diwallerezhioù.

Lenn ar rubrikenn deskadurezh/stummadurezh

 

 

 

 
 
 
 

Servijoù sevenadurel

 
 

Mediaoueg-kêr

 

Setu ar pezh a vez kinniget gant al levraoueg-kêr : reiñ tu d’an dud da sellet (frank ha digoust) en teulioù, da amprestañ teulioù evit an oadourien hag ar vugale, skoazellañ anezho d’ober enklaskoù hag aozañ abadennoù sevenadurel.

Lenn ar rubrikenn sevenadur

 

 

 

Skol sonerezh

 

Skol sonerezh kêr Garaez a zegas he lod er gefridi stummañ war ar sonerezh hag ar sevenadur. Kelennet e vez sonerezh, eus al live kentañ d’al live uhelañ, d’ar vugale, d’ar re yaouank ha d’an oadourien, a orin eus Karaez hag eus un toullad kumunioù tro-dro.

Lenn ar rubrikenn sevenadur

 

 

 

 
 
 
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel