Ti-kêr Karaez
 
Goulennoù melestradurel
Ar servijoù teknikel
Ar C’huzul-kêr
  Ur gerig gant ar Maer
Kêraozañ
Budjed kêr
     
 
< > An Ti-kêr ha c’hwi > Kêraozañ
 
 
Emañ kêr Garaez oc’h adwelet he steuñv tiraozañ. E fin an argerzhad, e dibenn 2006 sañset, e teuy hennezh da vezañ ar steuñv lec’hel a gêraozañ. Goulenn a reer ali an annezidi diwar-benn an tuadurioù bras zo bet dibabet gant ar gumun. Keleier a vo embannet ingal e kazetenn kêr.
 
 
 
Imprimer la page
Merdeiñ war ar bajenn
Ar SLK
Difraeoù melestradurel
Aotreoù Sevel
Disklêriadurioù labourioù
Aotreoù dismantrañ
Testeni kêraozañ
Lodennaoueg
 

Ar steuñv lec’hel a gêraozañ (SLK)

 
 

Ar steuñv lec’hel a gêraozañ eo an teul pennañ deuet eus al lezenn war ar c’hengred ha nevezerezh ar c’hêrioù eus miz Kerzu 2000. Kemer a ra an SLK plas ar steuñv tiraozañ (ST), ha klask a ra mont pelloc’h eget hennezh. Ur raktres hollek evit terkañ ha diorren tiriad kêr war hir dermen zo anezhañ. Da-heul an teul-se e teuy raktresoù kêr Garaez da wir e-pad un dek bloavezh bennak.

 

Ar ST zo o ren er mare-mañ a oa bet aprouet e 1998. Ne jaoj ket ken, rak kemmoù bras zo bet war douar hor c’humun. Setu e oa dav adwelet anezhañ evit bastañ da ezhommoù an dud ha bed an armerzh. Krog e oad gant an adwel-se d’an 21 a viz Genver 2002.

 
 

Pellgargit er stumm .pdf :

 

An SLK, un hollad teulioù (31ke)

 

Palioù pennañ an SLK (95ke)

 


     
 
 
 

Difraeoù melestradurel a-fet kêraozañ

 
 

Aotreoù Sevel (AS)

 

Ret eo kaout un aotre sevel evit nep savadur, forzh pelec’h e vefe, forzh peseurt implij a vefe lakaet dezhañ, forzh piv e vefe mestr an oberiadur anezhañ. Ne vern pe ez eus diazezoù dezhañ pe n’eus ket.

 

Evel-se e ranker kaout un aotre sevel evit labourioù war savadurioù zo anezho dija pa zeufe war-lerc’h ar re-se ur c’hemm implij, ur c’hemm neuz pe ur c’hemm ec’honder :

labourioù brasaat
kemm implij
terkañ ar galatrez (en tu-hont da 20 m²)
sevel ur c’harrdi (en tu-hont da 20 m²)
sevel un adti, ur veranda (en tu-hont da 20 m²)
poulloù-neuial toet


Teulioù da bourchas :

tres lec’hiañ an dachenn
tres lec’hiañ ar savadurioù da sevel pe da gemmañ e-keñver an dachenn
tresoù an talbennoù
Ur skejenn, pe meur a hini, a ziskouez pelec’h e vo staliet ar savadur e-keñver an dachenn naturel
2 luc’hskeudenn evit lec’hiañ an dachenn en dremmvro
1 dresadenn evit prizañ neuz ar raktres en endro
tresoù eus an holl solieradurioù ha talbennoù, skejennoù
1 notennig evit prizañ arvez ar raktres.
Ar studiadenn skog pa c’houlenner anezhi
 

Ret eo diskouez an aotre sevel war an dachenn. Graet e vez gant an hini en deus bet an aotre, war-bouez ur banell brasoc’h eget 80 cm a rank chom war al lec’h keit ha ma pad al labourioù.

 

 

Diwallit, evit ar raktresoù en tu-hont da 170 m², e ranker implijout un tisavour.


Termen pourchas : 2 viz, ha muioc’h ma vez kuzuliataet servijoù

 

 
 
 

Disklêriadurioù labourioù

 

Evit ar re-mañ, n’eo ket ret kaout un AS hogen ober un disklêriadur labourioù a ranker :

nep kemm war an talbenn (indu, cheñch ar prenestroù hag an dorioù, tuellennoù ar siminalioù, kili)
an digorioù war an toennoù (vélux, lomberioù)
nep fichadur diabarzh a grou ur GMOK (gorread e-maez an oberenn griz) dindan 20 m²
nep savadur diavaez (karrdi, goudor liorzh, atalier, tiez-gwer)
verandaioù (dindan 20 m²)
poulloù-neuial disto

 

Ret eo diskouez an disklêriadur labourioù war an dachenn, evel evit an AS.


 

Teulioù da bourchas :

tres lec’hiañ an dachenn
tres lec’hiañ ar savadurioù da sevel pe da gemmañ e-keñver an dachenn
tresoù an talbennoù da sevel pe da gemmañ
luc’hskeudennoù a ziskouez stad an traoù
mar bez anv eus ur gael : brastres (mentoù, natur an dafar)

 

Termen pourchas : 1 miz, ha muioc’h ma vez kuzuliataet servijoù diavaez

 

 
 
 

Aotreoù dismantrañ

 

An neb a fell dezhañ dismantrañ ur savadur, en e bezh pe evit darn, forzh peseurt implij a vefe lakaet dezhañ, a rank kaout un aotre dismantrañ da gentañ.

 

 

Teulioù da bourchas :

tres lec’hiañ an dachenn
tres lec’hiañ ar savadur e-keñver an dachenn, gant ar muzulioù e 3 ment.

 

Ret eo spisaat ivez en teuliad :

an implij a vez graet eus ar savadur bremañ, ar gorread plañchod e-maez an oberenn rik, abegoù al labourioù
evit an dismantrañ darnel, natur ha doare al labourioù zo ezhomm.


Termen pourchas : 4 miz

 

 
 
 

Testeni kêraozañ

 

Un akta melestradurel kelaouiñ eo an testeni kêraozañ.

 

Dleet eo dezhañ pourchas d’an implijer (perc’henn, saver, lodenner, h.a.) un toullad titouroù ha respontoù d’ar goulennoù a sav outañ e-unan diwar-benn ar pezh a c’haller ober war an dachenn-mañ-tachenn ha penaos e c’hall bezañ implijet, da skouer :

ha posupl eo sevel ti war an dachenn-mañ ?
peseurt aveadurioù zo da gaout (dour, tredan, hentoù) ?
penaos e c’haller sevel ti, petra eo ar reolennoù da zoujañ dezho ?
 

Teulioù da bourchas :

tres lec’hiañ an dachenn
tres an dachenn
notennig deskrivañ berr diwar-benn ar pezh emeur e soñj d’ober

 

Termen pourchas : 2 viz

 

N’eo ket an testeni kêraozañ un aotre. Daou akta disheñvel eo an testeni kêraozañ hag an aotre sevel. Koulskoude eo an testeni kêraozañ un akta hag a grou gwirioù.

 

 
 
 

Lodennaoueg

 

Ul lodennaoueg a c’hoarvez eus nep rannadur eus ur font e-sell da sevel tiez, pa vez da bal gant ar rannadur-se, pe pa c’hoarvez war e lerc’h, en ur ober nebeutoc’h eget 10 vloaz, e ve ouzhpenn 2 dachenn diwar ar font-se.

 

Teulioù da bourchas :

tres lec’hiañ an dachenn
tres eus an dachenn evel m’emañ bremañ hag eus an ardremez anezhi
notennig a zeskriv an oberiadenn hag ar palioù anezhi
raktres reoliadur m’emeur e-sell da glokaat ar reolennoù kêraozañ zo o ren
tres aozañ
programm ha tresoù al labourioù
doareennoù merañ an aveadurioù boutin
teul dremmvro
studiadenn skog (pa vez anv eus oberiadennoù en tu-hont da 5000 m² a GMOK ha pa vezont war diriad ur gumun n’he deus ST ebet hag SLK ebet)

 

 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel