 |
|
|
|
| |
|
|
| |
| |
| Pinvidik-mor eo ar vuhez sevenadurel e Karaez gant al liesseurt m’eo ar c’hevredigezhioù eno. Gouel an Erer Kozh e miz Gouere, Gouel al Levrioù e miz Here, Gouel ar C’hoariva Amatour e miz Mae, Bagadañs, anezhañ un daspugn bras a vagadoù hag a gelc’hioù keltiek e-kreiz miz Gouere, hag all… hep disoñjal programm bloaziek al leurenn Glenmor tuet gant muzikoù ar bed, ar c’hanaouennoù, c’hoariva ha sevenadur Breizh, puilhentez dalc’had ar vediaoueg-kêr hag ur sinema rummet Arz hag Esae. |
|
|
| |
|
|
| |
|
|
|
|
|
| Merdeiñ war ar bajenn |
|
 |
|
| |
|
Leurenn Glenmor
|
 |
| |
| |
 
|
|
Abaoe m’eo bet krouet e 2001 e kinnig al Leurenn Glenmor ur programm a-feson da annezidi Kreiz-Breizh. Troet eo gant muzikoù ar bed, ar c’hanaouennoù hag ar c’hoariva, ha digor eo da sevenadur Breizh. E 2005 eo bet pinvidikaet gant kevelerezh tud eus ar vro a bled gant ar sevenadur.
Kreizenn Karaez, gant he sal-abadennoù 630 plas, a ginnig ur pemzek bennak a arvestoù bep bloaz, hep disoñjal ar breutadegoù, an abadennoù buheziñ hag ar gouelioù niverus a vez aozet a-hed ar bloaz gant kevredigezhioù ar vro.
|
| |
Leurenn Glenmor
Straed Jean Monnet - Kerampuilh
Pgz 02.98.99.37.50 - Plr 02 98 99 37 52
Serr d’al Lun
|
|
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Sinema ar Gazeg C’hlas
|
 |
| |
| |

|
|
Ur sal rummet Arz hag Esae eo ar sinema « Ar Gazeg C’hlas », war dachenn al leurenn Glenmor. Kinnig a ra ur skramm divent hag implijout a ra an deknologiezh niverel Dolby.
|
| |
Programm : 02 98 93 12 44
Melestradur : 02 98 93 32 64
Serr d’al Lun
|
|
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Mediaoueg-kêr
|
 |
| |
| |
|
| |
Ar C’hastell Ruz
40 straed ar Verzherien
29270 Karaez - Plougêr
Pgz 02.98.93.37.34
Serr d’al Lun
|
|
|
|
Eurioù digeriñ
Meurzh 13e30-19e
Merc’her 10e-12e 13e30-18e30
Gwener 13e30-18e30
Sadorn 10e-12e30 14e-17e
Dastumadegoù levraoueg Karaez zo enno 35 000 a levrioù, 65 a goumanantoù da gelaouennoù, 600 CD, 200 DVD, 1378 a gasedigoù video.
Gant BiblioCOB, anezhañ rouedad an 3 mediaoueg eus Kornôg Kreiz-Breizh, e c’hall al lennerien enskrivet e Karaez amprestañ teulioù en 3 lec’hienn (ur gartenn hepken zo). |
|
 
|
| |
|
|
Koumanant |
Amprester |
Priz |
Teulioù a c’haller amprestañ |
Levrioù |
Re yaouank dindan 18 vloaz |
digoust |
8 levr pe kelaouenn |
| |
Tud gour |
10 € |
8 levr pe kelaouenn |
Mediaoù |
Re yaouank ha tud gour |
15 € |
Karaez : 3 film + 3 CD
Rostrenenn : 2 film + 3 CD
Gourin : 2 film + 3 CD
|
Levrioù
ha
Mediaoù
|
Tud gour |
20 € |
8 levr pe kelaouenn
3 film
3 CD
|
Priz izel (50 %) evit an dud dilabour pe ar re o devez ur Gopr Kenemprañ Izek. Ret eo diskouez ur baperenn en prou.
Kreizenn liesmedia
| |
Digor d’an holl eo. Eno e c’hallot mont da Internet hag implijout CD-Romoù a-leizh. Kuzuliet e viot ivez
war al lec’h gant un animatour.
Ar re a garfe kaout ur stummadur a c’hallo goulenn war-eeun digant an animatour.
|
| |
Darempredoù : Pgz 02 98 93 14 40 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Skol sonerezh kêr « Paul Le Flem »
|
 |
| |
| |

Eurioù digeriñ :
Lun : 13e30 - 18e30
Merc’her : 9e30 - 12e30
pe 13e30 - 18e30
Gwener : 13e30 - 18e30
|
|
Skol sonerezh kêr Karaez zo en he c’hefridi stummañ war ar sonerezh hag ar sevenadur. Kelenn a ra d’ar vugale, d’ar re yaouank ha d’an oadourien, a orin eus Karaez pe eus ar c’humunioù tro-dro, pa vefent deraouidi pe deskarded arroutet-mat dija.
Deskiñ a reer seniñ an holl vinvioù hag ur stummadur diazez a vez roet war ar sonerezh klasel pe hengounel.
Evel-se e kinnig ar gevrenn glasel ar piano, ar violoñs, ar glerinell, an drompilh, an taboulinoù, ar saksell, an djembe, ar fleüt-treuz klasel, ar c’han, ul laz-kanañ evit ar vugale, ul laz-kanañ evit an oadourien. Un tañva d’ar sonerezh a vez roet d’ar re yaouankañ. Erfin, ul laz-seniñ zo bet savet a-benn broudañ al labour a-stroll gant ar binvioù meneget a-us. Digor eo al laz-seniñ-se da sonerien an diavaez.
Kinnig a ra ar gevrenn hengounel : an delenn geltiek, an akordeon kromatek, ar fleüt-treuz iwerzhonat, ar binioù-bras, ar pib-ilin (binioù Iwerzhon), ar vombard, ar binioù-kozh. Gant daou atalier, an eil evit sonerezh Breizh hag egile evit sonerezh Iwerzhon, e c’haller en em stummañ war ar seniñ a-stroll. Digor eo an atalieroù-se d’ar sonerien diavaez.
Mat eo lakaat war wel, a-hend-all, e kemer perzh skol sonerezh kêr Garaez en abadennoù foran a bep seurt (abadennoù selaou, sonadegoù, abadennoù buheziñ, gouel ar sonerezh, h.a.)
Evit kaout titouroù hag en em enskrivañ, kit e darempred gant sekretourva ar Skol Sonerezh.
|
| |
Skol sonerezh kêr « Paul Le Flem »
Ar C’hastell Ruz - 40 straed ar Verzherien
Pgz / Plr 02.98.93.78.71
Serr d’al Lun
|
|
|
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
 |
|
|
|
|
|
| |
 |
|
 |
 |
Karaez, un emgav gant an holl sevenadurioù…
|
|
 |
| |
| |
|
|
|
Gouel an Erer Kozh
Arabat c’hwitañ emgav muzik an hañv, brasañ gouel rock Frañs (180 000 a arvesterien) a vez bep hañv e fin miz Gouere war dachenn Kerampuilh e Karaez.
Tété war al leurenn en Erer Kozh e 2004, leurenn Glenmor.
Teul Quicktime VR

|
|
|
| Liamm ouzh al lec’hienn internet |
| |
|
|
 |
| |
| |
|
|
Gouel al levrioù ha Saloñs Romantourien Breizh
Un emgav na c’heller ket c’hwitañ evit bed an embann e Breizh. Gouel al levrioù ha Saloñs Romantourien Karaez a vez d’an dibenn-sizhun diwezhañ a viz Here el leurenn Glenmor. Diskouez a ra pegen pinvidik eo an embann e Breizh ha bodañ a ra ouzhpenn 70 ti-embann ha tost 10 000 a dud bep bloaz. Un digarez eo ivez evit reiñ priz romant Kêr Garaez d’un aozer da-geñver digoradur ar gouel.
|
|
 |
|
|
| |
|
|
 |
| |
| |
|
Gouel ar c’hontadennoù
Gouel ar c’hontadennoù, hag eñ nevez-deuet e bed ar sevenadur e Karaez, zo anezhañ lec’h emgav ar re a blij ar c’hontadennoù dezho e Breizh.
|
|
|
|
| |
|
|
 |
| |
| |
|
|
Bagadañs
An dibunadeg-se, enni kelc’hioù keltiek ha bagadoù, a vez aozet gant ar gevredigezh Bagadañs hag ar c’hevreadoù Bodadeg ar Sonerion, War’l Leur ha Kendalc’h bep 14 a viz Gouere e kreiz-kêr. Unan eus ar re vrudetañ eo hiziv an deiz, goude re an Oriant ha Kemper.
|
|
 |
|
|
| |
|
|
 |
| |
| |
|
|
Gouel ar c’hoariva amatour
Brudet-kaer eo gouel c’hoariva amatour Karaez a-benn bremañ, en tu-hont da harzoù ar rannvro zoken, ha kenderc’hel a ra e vrud d’en em ledañ. Ar gouel-se, hag eñ o klask difenn an aozerien a vremañ bepred, a sach tost 5000 a arvesterien bep bloaz, yaouankizoù ul lodenn vat anezho.
|
|
 |
|
|
| Liamm ouzh al lec’hienn internet |
 |
|
 |
|
|
|
|
|
|
|
 |