Ti-kêr Karaez
 
Deskadurezh / Stummadurezh
Bugale / Yaouankizoù
Yec’hed / Servijoù sokial
Kavout bod / Mont ha dont
Sevenadur
Sportoù / Dudiamantoù
Endro
Gevellerezh
     
 
< > Bevañ e Karaez > Bugale / Yaouankizoù
 
 
 
 
 
 
Merdeiñ war ar bajenn
Bugale
Yaouankizoù
 

Bugale

 
 

Ti ar vugale

 

 
  7, hent Kernigez

Pgz 02 98 93 44 44

 

service.enfancejeunesse.poher@wanadoo.fr

 

 

Ul lec’h degemer modern hag aes evit bugale ar Poc’hêr, bet digoret en diskar-amzer 2005. An aveadur-mañ, meret gant Kumuniezh Kumunioù ar Poc’hêr, a stroll :

Sellet ouzh plaketenn .pdf

 

 

 

 
 
 

ULBM ar Poc’hêr (Unvaniezh Lec’hel Buhezañ ar Maezioù)

 

  Boulouard ar Republik

Pgz 02.98.99.38.70

 

ulamir.poher@wanadoo.fr

 

 

Degemer : a Lun da Wener, eus 9e30 da 12e30 hag eus 14e da 18e30.

 

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo ULBM ar Poc’hêr. Labourat a ra war dachenn Kumuniezh Kumunioù ar Poc’hêr (Karaez, Kledenn-Poc’hêr, Kerglof, ar Vouster, Motrev, Plonevell, Poullaouen, Sant-Hern) evit ar buhezañ dre vras (sokiosevenadurel) hag an diorren lec’hel.

  Graet eo evit an holl dud :

Bugale (3-12 vloaz) :
Stalioù trimiziek : c’hoariva, bitellat, dihuniñ ar c’horf…
Aozañ kampoùigoù ur sizhunvezh e-pad ar vakañsoù hañv : sportoù war dour, c’hoariva, marc’hegezh, abadennoù liessport…
Degemer arvestoù evit ar re yaouank, gant kevelerezh kevredigezhioù tud ar skolidi eus ar Poc’hêr hag ar gevredigezh Très Tôt Théâtre

 

 
Ar Greizenn-Dudi Hep Herberc'h  
 
Digor d’ar vugale etre 3 ha 12 vloaz, da Verc’her hag e-pad ar vakañsoù skol, eus 7e45 da 18e30.
Lec’h degemer : Persivien e Karaez, hag adalek an hañv 2005, Ti ar Vugale hag ar Familh, hent Kernigez.
Dastum ar vugale a c’haller e kumunioù ar Poc’hêr.

 
Prizioù
Devezh leun : 10€50
Penndevezh gant ur pred : 8€
Penndevezh hep pred : 5€
Jedet eo ar prizioù hervez an RT (goulenn titouroù ouzh ar burev)
Koumanant hiniennel : 6€
Koumanant tiegezh : 16€
En em enskrivañ : 3 devezh en a-raok, er sez sokial, boulouard ar Republik.
 
 

 

Yaouankizoù (13-17 vloaz)  :

Stalioù c’hoariva,
Aozañ kampoù-hañv, troiadoù, abadennoù noz...
Oberoù dizarbenn evit ar yaouankizoù,
 

Oadourien - Familhoù :

Lakaat stalioù e plas : gwinouriezh, arz ar bleunioù…
Nozvezhioù divizout diwar-benn temoù a bep seurt
Oberoù evit harpañ tud ar vugale
 

Harp d’ar c’hevredigezhioù :

Kelaouiñ ha stummañ ar verourien a-youl vat.
Skoazell war al lezennoù hag ar velestradurezh,
Skoazell da raktresoù
Servijoù a bep seurt (fichennoù gopr, sevel traktoù…)

 

Ar frammoù all

     
 

Obererezhioù a-leizh a vez kinniget deoc’h gant kevredigezhioù Karaez, pe a c’hall tremen e savadurioù kêr.

 

Sellit ouzh levr ar c’hevredigezhioù

 

 

 

 
 
 
 

Yaouankizoù

 
 

K.D.K.Y. : Kreizenn Dudiañ ha Kefluskañ ar re Yaouank

 

  Straed Anatol ar Braz
BP 141

Pgz/Plr : 02.98.93.18.77

 

claj.claj@free.fr

 
Lec'hienn(oł)

www.claj.free.fr

 
 

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo K.D.K.Y., dezhi ur gefridi desevel ar bobl. Ul lec’h buhezañ eo evit yaouankizoù ar Poc’hêr. Gwell eo d’ar skipailh buhezañ lakaat ar re yaouank da biaouañ an titouroù hag o lakaat da dremen a-benn aesaat perzh ar yaouankizoù er vuhez lec’hel.

 

Plediñ a ra KDKY gant peder zachenn :

 

Ar greizenn diduiñ 11 - 17 vloaz
Ul lec’h emgav, arnodiñ ha kas da benn, evit ar raktresoù, an dudi hag ar vakañsoù.

1 Obererezhioù dizoleiñ hag obererezhioù dindan an amzer : marc’hegañ, bowling, kirri-dre-lien, karting, h.a.
2 Stalioù da badout : Warhammer, stal foto, video, liesmedia, h.a.
3 Stajoù : Graff, Dañs giz Afrika, Capoeira, Hip-Hop, h.a.
4

Troiadoù sevenadurel : sonadegoù, leurennoù-lañs evit ar sonerien, saloñs ar c’hezeg, troiadoù diwar-benn an endro, h.a.


Degemer an dud : digor a Veurzh da Sadorn tro ar bloaz.
 
   

Al Lec’h Titouriñ Yaouankiz

 

 

Pgz : 02.98.93.32.30

 

 

Ur bank titouroù dizanv ha digoust eo an LTY.
Digor eo d’an holl dud eus Karaez hag ar c’humunioù tro-war-dro. Kinnig a ra :

Titouroù pleustrek : dudi, sportoù, vakañsoù, mont d’an estrenvro, en em stummañ, deskiñ, micherioù, labour, buhez pemdez…
Servijoù : diwall bugale, kemennadoù berr, skoazell evit sevel ur curriculum vitae ha lizheroù emginnig, sturlevr dudi…
Embannadurioù : sturlevr an diduamantoù er Poc’hêr, chanterioù yaouankizoù, labourioù evit an hañv, beajoù evit deskiñ yezhoù, vakañsoù skiañ, vakañsoù all.
Teulioù arbennikaet : sturlevr ar job trotter, sturlevr etrebroadel an herberc’hioù yaouankiz, sturlevr ar chekennoù vakañsiñ, l’Etudiant, ONISEP, sturlevr an arvestoù bev, h.a.
Abadennoù tematek a-hed ar bloaz : labourioù evit an hañv, BBDB, lojeiz, vakañsoù, estrenvro, h.a.

Ur skoazell evit sevel raktresoù.

 

Ober a ra an LTY evit an hiniennoù kenkoulz hag evit ar strolloù ha kas a ra ivez pep hini war-du an aozadurioù a zere.

 

 

Eurioù digeriñ :

d’ar Merc’her eus 14e da 18e

d’ar Yaou ha d’ar Gwener eus 14e da 17e30

d’ar Sadorn eus 11e da 16e

 

 

   
 
Ar skoazell d’ar raktresoù :
Anv zo da ambroug ha da skoazellañ raktresoù sokial, sevenadurel, arzel, h.a.
 

Ar Muzikoù Bremañ
War an dachenn-mañ e klasker skoazellañ ar stummañ, ar c’hrouiñ, an enrollañ hag ar skignañ e Kornôg Kreiz-Breizh.
Ambroug ha skoazellañ ar raktresoù zo o fal diorren ar muzikoù bremañ e Kreiz-Breizh. Sal-bleustriñ disonaet : goulenn titouroù (steuñvad mirout ar sal).
Studio enrollañ. Studio sonerezh ameilet dre urzhiataer (SAU) ; Atalier sonveskañ DJ ; un tañva d’ar sevel muzikoù elektronek ; Atalier efedoù son (boest lusk, samplerioù, letrin sonioù niverel).

 

  Evit an holl
Eurioù : a Veurzh da Sadorn, tro ar bloaz – Devezhioù staj
Prizioù : hervez ar pezh a vez kinniget (goulenn titouroù)

Ar C’hastell Ruz

straed Anatol ar Braz, Karaez

Pgz 02.98.93.18.77

 

 

 

 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajańs kehentiń niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel