Ti-kêr Karaez
 
Deskadurezh / Stummadurezh
Bugale / Yaouankizoù
Yec’hed / Servijoù sokial
Kavout bod / Mont ha dont
Sevenadur
Sportoù / Dudiamantoù
Endro
Gevellerezh
     
 
< > Bevañ e Karaez > Endro
 
 

Kumuniezh kumunioù ar Poc’hêr eo zo e karg eus an endro e Karaez, ar pezh na vir ket ouzh kêr d’ober gant an diorren padus en hec’h oberoù aveiñ hag en he mont en-dro pemdez.

 
 
 
Imprimer la page
Merdeiñ war ar bajenn
An diveskañ dilerc’hioù
Lastezerezh
Ar SPYD (servij publik ar yac’husaat distroll)
 
 
 
 
 

Evit bremañ, e kêr Garaez, e reer war-dro an oberoù-mañ :

- a-fet espern an energiezh : staliañ lampoù bevezadur izel e meur a savadur eus ar gumun, lakaat tamm-ha-tamm kaoterioù dre c’haz naturel e plas ar c’haoterioù dre fioul hag an tommerezioù redan, gwellaat an difuiñ
a-fet kempenn ar savadurioù : ober gant produioù ha danvezioù ekologel
a-fet kêraozañ : en em glevet gant ur gevredigezh gwareziñ an endro evit sevel ar steuñv kêraozañ lec’hel
a-fet glasvezegoù : prenañ ur mekanik dilouzaouiñ dre dan hag ur valerez koad : dre adimplijout ar c’hoad bet o tiskoultrañ e c’haller drusaat douar ar bleuñvegoù, espern an dour ha mirout ouzh al louzeier fall da greskiñ re vuan. Gant se hon eus gallet krennañ eus 70% implij an diastuzerioù abaoe 2001
a-fet ar predoù er skolioù hag al labour-douar : nac’h a reomp groñs implijout prenn deuet eus ar c’hoadegoù kentañ. Un diferad eus an ti-kêr en deus berzet gounit produioù OGK war dachenn ar gumun. Aliañ a reer servij ar predoù er skolioù d’ober gant produioù hep OGK
a-fet desaverezh : kizidikaat an annezidi hag ar skolidi ouzh kudennoù an endro dre aozañ abadennoù a bep seurt (harpañ diskouezadegoù, Tro an energiezh, plantañ gwez a-gevret gant ar skolioù da ouel santez Katell, devezh an endro, h.a.)

 

Emeur o studiañ meur a raktres  :

a-fet treuzdougen : prenañ kirri-tredan, lakaat ur balebus e plas, krouiñ roudennoù divrodegoù ha straedoù-kerzhet el lodennaouegoù nevez, ober muioc’h a wenodennoù-bale
stummañ implijidi an ti-kêr war gudennoù an diorren padus
lakaat bailhoù evit dastum ar glav e-kerz servijoù teknikel kêr evit gwalc’hiñ kirri an ti-kêr ha dourañ ar glasvezegoù a vez kempennet gant ar gumun
lakaat an difrae perzhded uhel an endro e-barzh raktresoù kêraozañ zo

 

Evit ar gumuniezh kumunioù, e reer war-dro an oberoù-mañ :

a-fet yac’husaat : lakaat ur servij e plas evit kuzuliañ ha kontrollañ ar yac’husaat distroll (SPYD)
a-fet tretañ an dilerc’hioù : lakaat e plas hag evezhiañ dastum diuzel an dilerc’hioù
a-fet deskiñ an endro : lakaat oberoù kizidikaat e plas e-keñver ar skolidi e-barzh ar gevrat-vae evit morlenn Brest hag ar politikerezh mirout madelezh an dour
a-fet espern an energiezh : lakaat ar c’houlzad Tro an energiezh e plas e 2005 ha sinañ ar gevrat « energiezh rannet » gant ALEKKB (Pgz 02.98.99.27.80)
a-fet bravaat ar vro : aozañ ar genstrivadeg Bleuniañ Frañs er gumuniezh.

 

 
 
 
 
 

An diveskañ dilerc’hioù

 
 


 

An diveskañ dilerc’hioù er gêr hag an dastum diuzel anezho a c’hall bezañ sevenet bemdez gant jestroù aes d’ober ha talvoudus evit an holl. Kement-se a ra evit kalite buhez pep hini ha gwarez an endro.

 

E Karaez e oa bet lakaet an dastum diuzel e plas e 2000. Gant an doare dastum-se e vez kaset an dilerc’hioù a youl vat gant an dud zo o chom en takadoù ma’z eo strewet an tiez, ha dastumet e vezont a zor da zor e takadoù eus Karaez ma’z eus muioc’h a diez.


Dastumet e vez an dilerc’hioù a c’haller talvoudekaat e-barzh seier melen : brikennoù bet o lakaat boued, boutailhoù plastik, boestoù metal, boestoùigoù karton, paper, kazetennoù, kelaouennoù. Dastumet e vez ar seier melen pe e leurennoù kaeliet pe a zor da zor. Ur wech dastumet e vez kaset ar seier-se da greizenn diveskañ Groñvel evit bezañ divesket dre zanvezioù.


Dastumet e vez ar gwer e kolonennoù lakaet war lec’hioù strollañ

     
 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 

Lastezerezh

 
 
  Lastezerezh
Kervoazou

Eurioù digeriñ : 9e-12e / 13e30-18e00 bemdez, nemet d’ar Sul.

Pgz 02.98.93.37.36

 

 


 

Evit an dilerc’hioù ti landrammus (gweleoù, yenerezioù…), ar boestoù karton bras, an houarnaj, an atredoù, an dilerc’hioù plant hag an dilerc’hioù pistrius (batirioù, solverioù…) ez eus ul lastezerezh en ho kerz er gumun.

 

 
Sifroù al lastezerezh  
 
Niver an dud he darempred : 41712 a dud
Tonennoù dilerc’hioù ti dastumet e 2004 : 4320 Tonenn
40 tonenn a gazetennoù, 88 T a wer ha 53 T a garton, 450 T a houarnaj, 2000T a zilerc’hioù plant, 3 T a voutailhoù plastik
Gant an diveskañ ez eus bet adaozet ouzhpenn 50% eus an dilerc’hioù dastumet warlene
 
 

 

     
 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 

Ar SPYD (servij publik ar yac’husaat distroll)

 
 
Abaoe al lezenn diwar-benn an dour e 1992 eo ret d’ar c’humunioù lakaat e plas ur servij e karg da gontrollañ ar staliadurioù yac’husaat distroll.  
  Kumuniezh Kumunioù ar Poc’hêr

Pgz 02.98.99.48.00

 

 

Petra eo an annezioù e kont :

Mar savit ur staliadur yac’husaat distroll evit un ti nevez pe evit neveziñ un annez hiniennel :
E rank ho staliadur doujañ ar reolennoù. Ar SPYD a gontroll ez eo ar raktres staliañ diouto, a-raok (kontroll danzen) ha goude (kontroll seveniñ) ma vo kaset al labourioù da benn.
 Mard eo kozh ho staliadur yac’husaat hiniennel :
E rank ar SPYD studiañ ar gwikefreoù zo anezho. War-lerc’h ar weladenn e vo graet erbedadennoù d’ar berc’henned staliadurioù siek d’ober al labourioù ret.
Hag evit gwarantiñ ez ay mat ho staliadur en-dro :
E teuy ar SPYD a-vareadoù da wiriañ emañ ho staliadur e ratre, ha pa vefe kozh pe nevez.
 
 
 
Distreiñ e krec'h ar bajenn
 

Dizoleiñ Karaez  Bevañ e Karaez Embreger An Ti-kêr ha c’hwi Al levr-pellgomz En em lec’hiañ / Dont Keleier / Deiziataer

Ti-kêr Karaez
BP 258
29837 Karaez-Plougêr Cedex

Pgz 02 98 99 33 33 - Plr 02 98 99 15 92

 

Ajañs kehentiñ niverel : MBA Multimedia

Kredadoù ha menegoù lezennel