|

|
|
Kêr Garaez, tremen 8000 annezad enni, zo ur gumun oberiant, dezhi tost 170 a gevredigezhioù sport, sokial, sevenadurel… hag a lusk buhez ar vro etre daou benn ar bloaz. Bodañ a ra kêr servijoù a-feson, hag ivez un niver bras a EBE ha tost 250 a stalioù hag a servijoù.
Diwar startijenn hec’h annezidi hag al lec’h kreiz m’emañ, ez eo deuet kêr da vezañ ul lec’h emgav sevenadurel pouezus na c’haller ket tremen hebiou dezhañ, gant Gouel an Erer Kozh pergen, hag a sach bep bloaz tost 180 000 a arvesterien, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar brasañ gouelioù sonerezh en Europa. War-bouez hec’h aveadurioù sport ha sevenadur niverus (ur stad atleterezh, ur poull-neuial ha diduañ, div sal an holl sportoù, ur c’harting-bowling, un hentad golf, div greizenn varc’hegezh, ur sal-abadennoù enni 650 plas, h.a.), e c’hall an holl pleustriñ ar sport hag en em ziduañ… hep disoñjal servijoù a-leizh evit ar vugale hag ar re yaouank, hag evit ar yec’hed, un ospital zo ennañ ur servij trummadoù hag ur wiliouderezh pergen.
| |
  |