 |
|
|
|
| |
|
|
| |
| |
| Digor eo kêr Garaez d’ar bed, ha darempredoù he devez ingal gant pemp kêr eus Europa hag ur gêr eus Palestina. |
| |
|
|
|
| |
|
|
|
| |
|
Oiartzun (Euskadi)
|
 |
| |
| |
Emañ Oiartzun etre ar mor hag ar menezioù, tost da Donostia (Euskadi ar Su).
Digor eo ar poellgor d’an holl. Fellout a ra dezhañ harpañ :
 |
an holl eskemmoù a denn d’ar sevenadur, d’ar sport, d’an armerzh ha d’ar skolioù |
 |
ar c’hejadennoù etre kevredigezhioù |
 |
ar c’henskrivañ etre ar re yaouank |
Bep bloaz e vez aozet ur veaj. |
|

|
| |
Darempred
Prezidant : Gwenn-Ael ar C’helleg
Pgz 02.98.93.37.43
|
|
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
 |
| |
|
Waldkappel (Alamagn)
|
 |
| |
| |
Kinnig a ra ar poellgor gevelliñ a bep seurt obererezhioù zo o fal tostaat tud disheñvel o broadelezh hag o sevenadur, gant doujañs, komprenezon ha mignoniezh.
Obererezhioù
 |
eskemmoù tud yaouank |
 |
krogadoù sport, kejadennoù sevenadurel |
 |
beajoù evit an holl hag eskemmoù etre kluboù : sport, pomperien, lazioù-kanañ, kelc’hioù sevenadurel… |
|
|

|
| |
Darempred
Prezidantez : Geneviève ar Bihan
Pgz 02.98.93.74.60
| |
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Carraig Mhacaire Rois (Iwerzhon)
|
 |
| |
| |
Ur gêr eus kontelezh Muineachán eo Carraig Mhacaire Rois, war-hed 80 km er gwalarn da Zulenn ha 10 km diouzh harzoù Norzh Iwerzhon.
Heñvel a-walc’h eo ar gêr-mañ ouzh Karaez e meur a geñver :
 |
war-dro 8000 a annezidi |
 |
maezioù a denn kalz da re ar Poc’hêr |
 |
diazezet an armerzh war al labour-douar hag ar gounezvouederezh |
 |
div stal c’hreantel a bouez : Bose (selaouelloù) ha Gerflex (gwiskadoù leur) |
 |
teir skol eil derez |
 |
hag ur straed veur gant kalz stalioù, dezhi pevar anv disheñvel eus an norzh d’ar su, evel e Karaez. |
|
| |
Darempred
Prezidantez : Marie-Louise Huiban
Pgz 02.98.93.15.98
| |
|
|
|
|
Daou bal he deus lakaet ar gevredigezh dezhi hec’h-unan :
 |
kas an eskemmoù war-raok etre an div gêr a-benn krouiñ liammoù kenober ha mignoniezh etre an annezidi. Kement-se a vo sevenet dre ober eskemmoù etre ar skolioù hag ar c’hevredigezhioù, eskemmañ yaouankizoù gant ar familhoù, degemer stajidi ha re yaouank bevet-lojet, sikour da aozañ beajoù familh en Iwerzhon, h.a. |
 |
kas sevenadur Iwerzhon war-raok e Karaez dre aozañ un abadenn da-geñver gouel Padrig, e-pad eil hanterenn miz Meurzh, ha lakaat er programm, diouzh an dro, diskouezadegoù, filmoù eus Iwerzhon, prezegennoù, sonadegoù, h.a. |
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Dawlish (Bro-Saoz)
|
 |
| |
| |
Palioù ar poellgor :
 |
broudañ ha kas an eskemmoù war-raok etre kevredigezhioù ha familhoù an div gêr. |
 |
da gentañ, reiñ an tu d’ar muiañ-niver eus an dud (oadourien, krennarded, skolidi) d’ober un tañva da sevenadur, da sportoù ha da zeskadurezh hor rannvroioù (Breizh-Devon) hag hor broioù (Frañs-Breizh Veur). Da c’houde, deskiñ skiant war gement tachenn zo ha skoulmañ liammoù a vignoniezh an eil re ouzh ar re all. |
Bep daou vloaz e vez aozet ur « veaj ofisiel » evit un dibenn-sizhunvezh hir e Dawlish. Lojet e vez an dud gant ar familhoù. E-pad ar veaj-se e vez baleadennoù, gweladennoù lec’hioù istorel, prezegennoù-divizoù. |
|

Digor eo ar poellgor da gement den eus korn-bro Karaez zo dedennet evit abeg pe abeg. Bep daou vloaz, a-bep-eil, e resev ar poellgor e vignoned pe e zanvez mignoned e Karaez er familhoù evit un dibenn-sizhunvezh hir.
|
| |
Darempred
Prezidant : Michel Abéguilé
Pgz 02.98.93.39.56
| |
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
Rijnwoude (Izelvroioù)
|
 |
| |
| |
Pal ar poellgor zo lakaat e plas eskemmoù sevenadurel, sportel hag armerzhel etre an div rannvro ha kas war-raok kement tra a c’hall sikour da grouiñ liammoù mignoniezh ha kenober etre annezidi an div vro.
|
| |
Darempred
Prezidantez : Marie-France Saussereau
Pgz 02.98.99.19.30
| |
|
|
|
|

|
| |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
|
El Arroub (Palestina)
|
 |
| |
| |
Abaoe 2003 eo gevellet Kêr Garaez gant kamp Al-Arroub evit diskouez he c’hengred gant Palestina.
|
|
|
| |
Darempred
Prezidant : Nazim Khalfa
Pgz 02.98.93.09.18
| |
|
|
|
| |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
|
|
 |