Ti-kêr Karaez
 
Deskadurezh / Stummadurezh
Bugale / Yaouankizoù
Yec’hed / Servijoù sokial
Kavout bod / Mont ha dont
Sevenadur
Sportoù / Dudiamantoù
Endro
Gevellerezh
     
 
< > Bevañ e Karaez > Kavout bod / Mont ha dont
 
 
Abaoe 2001 e ren an ti-kêr ur politikerezh mennet evit diorren an annez. Meur a ober zo war ar stern evit an holl doareoù annezañ (feurmiñ, dont da vezañ perc’henn, lojeiz sokial). Pal kêr zo mont en tu all da 9000 annezad ac’hann da 2007.
 
 
 
 

Kavout bod

 
 

Setu un nebeud titouroù talvoudus evit klask bod e Karaez.

Feurmiñ

 

  Ti an Douristed Karaez hag ar Poc’hêr
Straed Brizeug

Pgz 02 98 93 04 42
Plr 02 98 93 23 83

 

tourismecarhaix@wanadoo.fr

 
Lec'hienn(oł)

www.poher.com

 

 

 

E Ti an Douristed ez eus ur banell a ro da c’houzout penaos kavout bod e Karaez hag en trowardroioù (en ul lojeiz goullo pe annezet). Ti an Douristed, gant e gefridi “degemer ha titouriñ an dud”, zo o vont da ziorren ar servij-se evit an dud o deus c’hoant d’ober o annez er vro pell pe belloc’h (teulioù divyezhek galleg-saozneg ; titouroù diwar-benn an difraeoù melestradurel…)

 

Noterien

 

   
  Bruno BERNARD
8, straed Ferdinant an Ansien e Karaez

Pgz 02.98.93.00.05

 
 
  GARIGNON Catherine / LE GOHIC Romuald
32 bis, Straed ar Verzherien e Karaez

Pgz 02.98.93.00.50

 

 

Ajañsoù-tiez

 

   
  Ouest Immo
1, straed Kallag

Pgz 02.98.99.27.85

 

 

  Bretagne Immobilier
Kabined Le Gall/Lemaire
29, Bali Charles de Gaulle

Pgz 02.98.99.37.77

 
 
  Immobreizh
43, Bali Charles de Gaulle

Pgz 02.98.93.70.07

 

 

  Laforêt Immobilier
29, straed ar jeneral Lambert

Pgz 02.98.93.31.31

 

 

Pelec’h sellet ouzh ar c’hemennadoù berr :

Kazetennoù ar vro (Le Télégramme, Ouest-France, le Poher, la Belette…)

Gourmarc’hadoù

Stalioù ar vro

 

 
 

Skoazellañ al lojeiz

 

Mard eo berr ar stal ganeoc’h evit kavout bod, kit e darempred gant ar Guzulierez war an Armerzh Sokial ha Tiegezhel a-benn kaout titouroù diwar-benn ar skoazelloù evit kavout un annez kentañ. Degemer a ra an dud war emgav, en adti KOSG Straed ar C’holo e Karaez, Pgz : 02.98.93.72.53

M’ho peus c’hoant da gaout titouroù diwar-benn ar skoazell d’al lojeiz e c’hallot bezañ degemeret gant Kef Goproù-Tiegezh Su Penn-ar-Bed e ti-kêr Karaez d’al Lun ha d’ar Merc’her eus 9e15 da 11e45 hag eus 13e45 da 16e30.

 
  Skourr KGT
40 Grand Rue 29150 KASTELLIN

Pgz 02.98.16.14.83

 

 

Gallout a ra ar KDKL (Kevredigezh-Departamant Kelaouiñ war al Lojeiz) degemer ac’hanoc’h evit kement goulenn a denn d’al lezennoù hag evit sikour ac’hanoc’h mard emaoc’h e soñj da brenañ un ti.
D’ar 1añ ha d’an 3e Merc’her eus ar miz da 14e e Ti ar Servijoù Publik

 

 
 

Lojeiz LODEF

 

An aozadurioù-mañ a sav hag a ver ur parkad annezioù LODEF e Karaez :

 

HABITAT 29
  6, Boulouard Penn-ar-Bed Ti Nay
29 334 KEMPER Cédex

Pgz 02.98.95.37.25

 


Degemer a reer an dud da vintin eus 8e30 da 9e30 er 5 LODEF eus ar Veilh-Avel. Pgz : 02.98.93.74.57

An annezioù meret gant Habitat 29 eo ar re-mañ :

Annez ar Pupli
Annez ar Veilh-Avel
Annez ar C’hoad Gwenn
Annez ar straed Anatol ar Braz
Penntiez Persivien
Penntiez Kerledan
Penntiez Izelañ (tud oadet).

 

 

Kevredad Aiguillon Construction

  7, straed Kerfraval
29600 MONTROULEZ

Pgz 02.98.88.13.86

 


An annezioù meret gant Kevredad Aiguillon Construction eo ar re-mañ :

LODEF ar Salet
  Kevredad Armorique Habitat
  23 Bali ar Marichal Leclerc
29300 KEMPERLE

Pgz 02.98.39.10.20

 


Degemer bep Merc’her eus 11e30 da 12e30 er 7, straed ar Poc’hêr

An annezioù meret gant Kevredad Armorique Habitat eo ar re-mañ :

LODEF ar Poc’hêr
LODEF Straed Karmez

 

 

Tu zo deoc’h da gemer teuliadoù goulennoù LODEF e Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) e ti-kêr Karaez-Plougêr.

 

 
 

Lojeiz prevez

 

Aliañ a reomp ac’hanoc’h da vont e darempred gant an ajañsoù-tiez hag an noterien eus Karaez, pe gant servij kêraozañ kêr m’ho peus c’hoant da lakaat sevel un ti.

 

 
Mat da c’houzout…  
 

Argerzhad evit goulenn un aotre sevel ha disklêriañ labourioù

Mard emaoc’h e soñj da lakaat sevel un ti, d’ober labourioù, da gemmañ ur savadur zo anezhañ dija, e rankit goulenn un aotre ha lakaat un teuliad e servij kêraozañ an ti-kêr.

 
 

Evit kaout titouroù diwar-benn ar reolennoù kêraozañ, sellit ouzh ar rubrikenn kêraozañ.

 
 

Kêr a ro yalc’hadoù evit naetaat an talbennoù, neveziñ ar rakstalioù hag ar barroù-ti. Goulennit titouroù digant ar servij kêraozañ. Pgz 02 98 99 34 72

 
 

 

 
 

Lojeiz evit an dud oadet

 

  Bod-lojañ ar Salet
32, straed Anatol ar Braz

Pgz 02 98 93 32 60
Plr 02 98 93 02 27

 

 

Ar Bañsion
An annezidi a c’hall dibab etre ar bañsion glok (an tri fred) hag an hanter-bañsion (dijuniñ ha lein).
Er gêr e vez tapet dijuniñ ha koan, evel-se e c’hall pep hini bevañ diouzh e lusk.

Prizioù

808,32 € eo priz ar bañsion glok evit un den e-barzh ul lojeiz F1. An tredan hag ar pellgomz zo da baeañ ouzhpenn. Bep bloaz, e miz Gouere, e vez nevezet ar prizioù. Hervez o gounidoù e c’hall an annezidi tapout ar GHL (Gopr Hiniennel d’al Lojeiz), anezhañ 243,91 € d’ar muiañ, hag a vo tennet diouzh priz ar bañsion..

Ar preti
Digor eo preti ar bod-lojañ bep kreisteiz da Garaezidi war o leve ha da familh ha da vignoned an annezidi o deus c’hoant.

Ar bod-lojañ « Ar Salet » zo un ti evit an dud c’hren hag emren, 60 vloaz dezho da nebeutañ. Digor eo abaoe miz Genver 1983. Emañ en ur c’hlasvezeg sioul e kreizig-kreiz kêr.


Ar servijoù
N’eus kanndi ebet er bod-lojañ. Bep sizhun e tremen ur servij diavaez (Atalier ar Poc’hêr). Kemer a ra al lienaj lous d’al Lun, ha rentañ anezhañ fresk ha feret d’ar Yaou.
Ar skoazellerezed-ti a c’hall labourat e lojeiz an annezidi evel ma reont e ti n’eus forzh piv.
Emañ sekretourva ar bod-lojañ e-kerz an annezidi evit skoazellañ hag aliañ anezho gant an difraeoù melestradurel.

 

Enskrivadurioù
Emañ renerez an ti e-kerz ar familhoù evit an enskrivadurioù er bod-lojañ. Gwell eo lakaat un teuliad, rak ul listenn c’hortoz zo. Aliañ a reer ivez da lakaat un emgav evit sellet pizh ouzh kement tra a c’hall pourchas an ti.

 

 

65 annez zo er bod-lojañ, en o zouez :

60 lojeiz F1 pe F2, a c’hall an annezidi mont enno gant o arrebeuri o-unan.
5 lojeiz dibad annezet, lakaet e-kerz an dud o deus c’hoant d’ober ur « chomadenn esae » pe da vezañ lojet e-pad ar goañv, keit ha ma vez diank un ezel eus o familh pe e-pad ar vakañsoù.


Ar buhezañ
Kinnig a reer a bep seurt obererezhioù diret e-barzh ar bod-lojañ :

c’hoarioù stroll, bep Merc’her d’enderv,
stal embreger ar memor, gerioù-kroaz div wech ar sizhun,
merenn o tañsal d’ar Gwener diwezhañ eus ar miz, digor d’ar familhoù ha d’ar vignoned,
troiadoù ingal gant ar c’harr-boutin pe ar minibus,
ober prenadennoù bep 15 deiz (gant ar minibus),
an oferenn bep Yaou d’enderv,
ur stal brezhoneg d’ar Sul,
deskiñ dañsoù Breizh d’ar Merc’her vintin,
abadennoù liesseurt (sonadegoù, fardañ krampouezh, kontadennoù, h.a.)

 

Ar prederioù
Gant an annezidi e vez dibabet o mezeg hag o c’hlañvdiour. Emañ an implijidi brederiañ en o c’herz evit :

prientiñ ha reiñ al louzeier
sikour anezho d’en em walc’hiñ
sikour anezho d’en em wiskañ
sikour anezho da gerzhet

 

Ar surentez
Gant pep annezad ez eus ur vedalenn alarm a c’hall gervel ganti ma vez ezhomm.
E-barzh pep lojeiz ez eus ivez ur sonerez alarm difiñv.
Implijidi a vez en ti, noz-ha-deiz, evit bastañ da ezhommoù pep unan.

 

  Ti-retredidi Keravel
Pennospital
Straed an Doktor Mengi
29270 KARAEZ-PLOUGÊR

Pgz 02 98 99 24 70

 
 
  Ti-retredidi Persivien
Straed Persivien
BP 157
29835 KARAEZ-PLOUGÊR CEDEX

Pgz 02 98 99 31 40

 

 

 
 

Tachenn-gampiñ kêr

 

Emañ tachenn-gampiñ kêr e traoñienn ar Stêr-Iêr. Digor e vez a-hed ar bloaz, gant lec’hioù bevennet e-pad ar goañv. Tachenn rummet 2 steredenn.

 

 

Traoñienn ar Stêr-Iêr
29270 KARAEZ-PLOUGÊR

Pgz 02 98 99 33 33

 


 

 

 
 

Letioù / Bodoù ha kambreier degemer

 

E kreiz-kêr, meur a leti en ho servij :

 

 

Leti Noz-Vad (2 steredenn)

Pgz 02 98 99 12 12

 

 

 

Leti-Preti Le Paradis (1 steredenn)

Pgz 02 98 93 39 75

 

 

 

Leti-Bar Ahes

Pgz 02 98 93 00 09