 |
|
|
|
| |
|
|
| |
| |
| Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG) a labour war an diorren sokial dre vras er gumun. Ouzhpenn skoazellañ an annezidi, e kenurzh K.O.S.G. ar servijoù d’an dud hag oberoù a glask gwellaat stad holl annezidi ar gumun. An ospital a ginnig ivez, tost d’an dud, prederioù a-feson da gement den zo o chom er vro. |
| |
|
|
|
| |
|
|
Renerezh Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG)
|
 |
| |
| |
|
| |
2, straed ar C’holo
Pgz 02 98 93 72 53
|
|
|
|
|
|
|
En Ti-kêr
Sekretourdi K.O.S.G.
Skoazellerezh dre vras
Pgz 02 98 99 34 70
 |
Degemer, selaou, ambroug |
 |
Prientiñ an teuliadoù skoazellerezh hag an teuliadoù GKI |
 |
Skoazell d’ar familhoù, skoazell evit ar vakañsoù (merañ hag evezhiañ ar goulennoù skoazell) |
 |
Skoazell evit an difraeoù |
 |
Titouroù diwar-benn al lojeiz |
 |
Moullskridoù evit ar goproù d’al lojeiz, kartennoù divarregezh, skoazell varnerezhel, skorenn ouzhpenn (FBK kozh – Font Broadel evit ar C’hengred), tailhoù lec’hel |
 |
En em enskrivañ evit an treuzdougen kêr |
 |
Titouroù diwar-benn ar frammoù herberc’hiañ mallus |
 |
Roll ar skoazellerezed-mamm aotreet |
 |
Rouedad "Mont d’ar prederioù" (aesaat ar mont d’ar prederioù ha d’ar gwirioù) |
|
|
Tud oadet
Pgz 02 98 99 34 71
 |
Degemer, selaou, ambroug |
 |
Titouroù diwar-benn an oberoù a glask aesaat d’an dud oadet chom er gêr pe distreiñ d’ar gêr |
 |
Prientiñ an teuliadoù skoazellerezh (skoazell er gêr, mont e ti ar retredidi), |
 |
Titouroù diwar-benn ar gopr emrenerezh hiniennel (GEH), |
 |
Difraeoù melestradurel, |
 |
Pakadoù ha pred Nedeleg evit « ar re yaouank gwechall » |
|
|
|
|
| |
| |
en Adti KOSG
|
| |
2, straed ar C’holo
Pgz 02 98 93 72 53
|
|
|
|
|
|
|
 |
Tu zo da vezañ degemeret war emgav, a Lun da Wener (nemet da Verc’her), gant ur guzulierez war an Armerzh Sokial ha Tiegezhel zo he roll emellout eus tachenn ar yec’hed, al lojeiz, an arc’hant hag an difraeoù melestradurel. |
 |
Ur bsikologourez a zegemer an dud war emgav da Lun, da Veurzh ha da Verc’her eus 8e30 da 12e00 hag eus 13e30 da 17e00. Emañ e karg da zegas un harp psikologel ha da adkas an dud war-du rouedadoù sokioyac’hadel kêr. Labourat a ra ivez el lec’hioù degemer Tud-Bugale. |
 |
Ur sekretour melestradurel a ra war-dro an degemer hag ar sekretouriezh. Merañ a ra deiziataerioù ar guzulierez war an Armerzh Sokial ha Tiegezhel hag ar bsikologourez, ar KTTMF hag al Lec’h Titouriñ Vakañsoù. Emañ e karg eus ar c’hehentiñ hag enskrivañ a ra obererezhioù ar Greizenn Sokial. |
 |
Ar Greizenn da ditouriñ ha teuliaouiñ ar maouezed hag ar familhoù (K.T.T.M.F.) a zegemer an dud d’ar c’hentañ ha d’an trede Yaou eus ar miz, eus 14e da 17e (war emgav). Titouroù diwar-benn gwir ar familh, gwir al labour, an argerzhadoù keodedel, melestradurel ha kastizel ; gwir ar madoù ; al lezennoù sokial ; ambroug ar maouezed zo bet gwallgaset... |
 |
Lec’h Titouriñ Vakañsoù ar KGT : dastum titouroù, bezañ kuzuliet, prientiñ ar vakañsoù... Degemer bep eil ha pevare Yaou eus ar miz, eus 10e da 12e (adalek miz Genver 2006, war emgav). Evit kaout titouroù pe lakaat un emgav d’un deiz all, mont e darempred gant an it. Ollivier d’ar 02 98 64 71 07 |
 |
Servij melestradurel bezioù ar vered : degemer, sekretouriezh, merañ ar bezioù (prenañ, neveziñ…), goulennoù dizouarañ, titouroù…
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
 |
| Merdeiñ war ar bajenn |
|
 |
|
|
| |
Kreizenn Sokial
|
 |
| |
| |
Ar greizenn sokial, a-zalc’h ouzh he c’hevelerien, a aesa ar buhezañ sokial tost d’ar vugale, d’ar re yaouank, d’ar familhoù ha d’an dud oadet. Ouzhpenn an obererezhioù a vez aozet ganti ingal, e vez lakaet devezhioù evit ar familhoù, a-benn aesaat an eskemmoù etre ar rummadoù hag ar c’hengred.
|
| |
Kenurzhierezh ar Greizenn Sokial
Pgz 02 98 93 72 53
Buhezañ ar c’harterioù : Pgz 02 98 99 17 18
|
|
|
|
Oberoù evit ar familhoù :
 |
troiadoù familh, oberoù a-stroll |
 |
Stal Yec’hed ha kempouez-buhez – Sal obererezh ar Pupli |
 |
Stal Meurzhvezhioù o krouiñ – Sal obererezh ar Salet |
 |
Stal Emgavioù ar Meurzh – Sal obererezh ar Veilh-avel |
 |
Stal Keginañ – Sal obererezh ar Pupli |
 |
Stal an Dreuzell – Sal Pretioù ar Galon |
|
|
Abadennoù buhezañ tost d’an dud, evit ar vugale hag ar re yaouank :
 |
Kejadennoù, degemer, skoazell skol.... |
 |
Salioù obererezh ar Salet, ar Veilh-avel, ar Pupli. |
Al Liorzhoù Familh :
 |
Kerampuilh hag ar C’hoad Gwenn |
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
Sindikad Etrekumunel a Obererezh Sokial (SEOS)
|
 |
| |
| |
|
| |
Kanton Karaez-Plougêr
Pgz 02 98 99 34 71 ou 02 98 99 33 33
A Lun da Wener eus 8e30 da 12e hag eus 13e30 da 17e (nemet d’ar Yaou vintin) |
|
|
|
|
|
|
Servij dougen predoù d’ar gêr
Gant ar servij-mañ e c’haller kas o lein (nemet ar bara hag an evajoù) d’an dud oadet zo divarrek da ziblasañ ha da fardañ o boued o-unan evit abeg pe abeg (kleñved, namm, nevez deuet er-maez eus an ospital…). Fardañ predoù diouzh reolioù-boued a c’haller ober mar bez ezhomm.
Labourat a ra ar servij e kumunioù Kanton Karaez-Plougêr (nemet Speied) hag e kumunioù Poellgor kenskoazell Mêl-Karaez. |
|
|
|
| |
| |
Servij pellalarm
| Gant ar servij-mañ e feurmer ur wikefre, anezhi ur vedalenn pe ur montr hag un treuzkaser. Ma tegouezh d’an den kouezhañ, fatikañ pe bezañ taget, e sach war ar vedalenn pe e pouez war ar montr evit lakaat an alarm da vont en-dro er greizenn pellevezhiañ Custos. Eno e vezer prest da respont d’ar pellgomz 24e/24 tro ar bloaz. Mar bez ezhomm e ro lusk an oberataer d’an emell a zere, o preveniñ an amezeien, ar gerent, ar mezeg pe ur servij mezegiezh prim. |
|
|
|
| |
| |
Rouedad evit ar gozhidi
Ar gevelerien bennañ eo KEFRAK Breizh, ar gevredigezh skoazell war ar maez (SGWM), ar servij prederioù er gêr eus Ospital Karaez, ar sindikad etrekumunioù a obererezh sokial ha sevenadurel (SEOSS) hag ar bod-lojañ.
Gant asant an den e-unan ez emell ar rouedad eus an traoù. Sellet a ra ouzh an dud zo o chom e kanton Karaez-Plougêr, da lavaret eo Kledenn-Poc’hêr, Kerglof, Motrev, Poullaouen, Plonevell ha Sant-Hern. Ober diouzh ma c’hallo an dud oadet chom er gêr eo pal ar rouedad. Emañ o labourat gant ar familhoù, an dud a vicher, ar frammoù hag ar c’hevredigezhioù.
|
|
Setu amañ palioù ar rouedad :
 |
Ober diouzh ma c’hallo an den oadet, anezhañ rener e vuhez dezhañ e-unan, dibab en e frankiz, ha doujañ an dibab-se. |
 |
Kinnig kuzulioù personelaet diwar un tostaat hollek (bilañs mezegel, sokial, melestradurel…). |
 |
Prizañ ezhommoù skoazell an den oadet, bastañ dezho hag evezhiañ ar jeu war-bouez emelloù azas ha kenurzhiet. |
 |
Gwarantiñ e kendalc’ho an ambroug. |
 |
Diarbenn ar reuziadoù, mirout ouzh an torradurioù er vuhez. |
 |
Prientiñ diskoulmoù estreget chom er gêr (dizoleiñ lec’hioù herberc’hiañ, prantadoù esae…). |
|
|
|
|
| |
| |
Merañ an treuzdougen
| Merañ an treuzdougen evit ar skolioù war ul lodenn eus kanton Karaez-Plougêr (Motrev, Sant-Hern, Poullaouen, Plonevell, Speied). |
|
|
|
| |
| |
Arc’hantañ
| Arc’hantañ labour ar bsikologourez a-benn ma vo digor ar servij da gement den zo o chom e kanton Karaez. |
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
SGWM (skoazell er gêr war ar maez)
|
 |
| |
| |
Aze emañ an SGWM evit sikour pa vez diaesterioù gant standur an ti : prederiañ ouzh ar magadelloù, evezhiañ, c’hoari, keginañ, ober prenadennoù, kempenn an ti, skoazellañ evit al labour skol…
Lakaat a reer an dud da baeañ hervez o gounidoù ha niver o bugale. |
|
|
| |
Straed Jean Monnet
Pgz 02 98 93 79 88
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
| |
Ar Pennospital
|
 |
| |
| |
Div greizenn :
 |
Ar pennospital ha ti retredidi Keravel |
 |
Ti retredidi Persivien |
|
| |
Ar Pennospital
Straed an Doktor Mengi
Pgz 02 98 99 20 20
Trummadoù : 15
|
|
|
|
|
|
  |
|
|
|
| |
| |
Ar servijoù herberc’hiañ :
Degemer ha mont e-barzh 24e/24, diwar testeni ur mezeg pe pa vez mall
 |
ur servij degemer evit an trummadoù gant Servij Red an Trummadoù hag an Advevañ (SRTA) |
 |
daou servij surjianerezh enno meur a arbennigiezh (surjianerezh an treizhañ, tromatologiezh, ortopediezh, otorinolaringologiezh, lagadouriezh) |
 |
ur servij prederioù stank-ha-stank |
 |
ur servij ginekologiezh-amiegouriezh |
 |
tri servij mezegiezh hollek hag arbennikaet (mezegiezh, kalonouriezh, evezhiañ dizehan, gastro-enterologiezh, mezegiezh an diabet, hepatologiezh, kleñvedoù gwazhiennel ha neurologel) |
 |
ur servij pareañ : chomadennoù krenn o fad |
Kuzuliadennoù en ospital :
War emgav gant sekretourva pep servij
 |
kalonouriezh, gastro-entero-hepatologiezh, kleñvedoù ar gwazhiennoù, pediatriezh, mezegiezh ar remm, mezegiezh an alkool, O.R.L, lagadouriezh, mezegiezh ar butun, mezegiezh ar c’hrign-bev, lounezhouriezh. |
 |
Kuzuliadenn a-raok ha war-lerc’h an oberata, surjianerezh an treizhañ, tromatologiezh, ortopediezh, imbourc’hiñ ar melloù, imbourc’hiñ ar vouzellenn dev, O.R.L, lagadouriezh |
 |
Ginekologiezh-amiegouriezh hag ekografiezh, radiologiezh |
|
|
Servijoù mezegel-teknikel :
 |
Bloc’h oberata-dishadennañ : teir sal-oberata, radiologiezh a-raok an oberata, sal dihuniñ ar re oberataet |
 |
Radiologiezh-skanner-ekografiezh |
 |
Arnodennoù : graet gant arnodva dielfennadurioù mezegel kêr, diwar emglev |
Kreizenn steuñviñ ha desevel ar familhoù (steuñvad familh) :
 |
Titouroù hag emzivizoù personelaet diwar-benn an hilastaliñ, ar c’hleñvedoù tapet dre zarempredoù rev, an diforc'hiñ diwar vugale, ar gwilioudiñ, ar revelezh, ar gwallgas. Kuzuliadennoù ginekologel. |
Servij herberc’hiañ evit an dud oadet :
 |
Kreizenn herberc’hiañ evit an dud oadet e diazalc’h – Herberc’hiañ klok pe dibad |
Servijoù e-lec’h an herberc’hiañ :
Evit mirout ouzh an dud da vezañ kaset d’an ospital pe evit distreiñ buanoc’h d’ar gêr goude ur chomadenn en ospital
 |
Servij prederioù er gêr (diwar emglev gant klañvdiourezed e-maez an ospital), prederioù gant klañvdiourien, prederioù gant skoazellerien-brederiañ. En em enskrivañ ha goulenn titouroù digant ar servij |
 |
Servij familhoù degemer evit an dud oadet : goulenn titouroù en ospital |
|
 |
|
 |
 |
Un nebeud sifroù diwar-benn an ospital (e 2004) |
|
 |
| |
 |
520 den a vez implijet gant an ospital (evit ar vezegiezh hag ar melestradur) |
 |
6800 den zo aet e-barzh (ur c’hresk 3% e-skoaz 2003) |
 |
7 devezh : pad ar chomadennoù dre vras |
 |
431 gwele ha 38 plas evit an herberc’hiañ war an deiz |
 |
85 % : feur ar gweleoù zo tud enno |
 |
28 000 a guzuliadennoù diavaez (ur c’hresk 12% e-skoaz 2003) |
|
|
 |
|
 |
|
|
|
|
|
|
 |
|
|
|
|
 |